The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 36

1Hôgen prin̄sed tudou Ga1aad, mâb Mac’hir, mâb Manasé eûz a wenn bugalé Jozef, a zeûaz da gavout Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄ dirâk prin̄sed Israel:

2Ann Aotrou en deûz gourc’hémennet d’id, té hon Aotrou, lôdenna ann douar dré ar sort étré bugalé Israel, ha rei da verc’hed Salfaad, hor breûr, ann digwéz a oa dléet d’hô zâd.

3Mar teû goazed eûz a eur vreûriez all d’hô c’hémérout da c’hragez, hô digwéz a iélô d’hô heûl; hag ô veza douget enn eur vreûriez all, é vézô krennet eûz hon digwéz.

4Hag ével-sé é c’hoarvézô pénaoz, pa vézô deûet ar Jubilé, da lavaroud eo, ann han̄ter-kan̄tved bloaz, pé bloaz ann distol, lôdennou ar sort a vézô kemmesket, ha digwéz eur ré a dréménô d’ar ré all.

5Moizez, diouc’h gourc’hémenn ann Aotrou, a lavaraz da vugalé Israel: Gan̄t gwir abek é deûz komzet breûriez bugalé Jozef:

6Ha chetu aman̄ al lézen lékéat gan̄d ann Aotrou diwar-benn merc’hed Salfaad: Dimézen̄t gan̄t néb a girin̄t, gan̄t ma vézô gan̄t goazed eûz hô breûriez:

7Évit na vézô két kemmesket digwéz bugalé Israel, ô tréménout eûz a eur vreûriez enn eur vreûriez all. Râg ann holl oazed a gémérô gragez eûz hô breûriez hag eûz hô c’héren̄tiez:

8Hag ann holl verc’hed a gémérô ézec’h eûz hô breûriez; évit ma choumô bépréd ann digwésiou er c’héren̄tiézou,

9Ha na vézô két kemmesket ann eil vreûriez gan̄d ébén, hôgen ma choumin̄t

10Ével ma in̄t bét rannet gan̄d ann Aotrou. Ha merc’hed Salfaad a réaz ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhô.

11Ha Maala, ha Tersa, hag Hégla, ha Melka, ha Noa a zimézaz gan̄t mipien hô éon̄tr a berz tâd,

12Eûz a géren̄tiez Manasé, mâb Jozef: hag ann digwéz a oa bét rôet d’ézhô a choumaz é breûriez hag é kéren̄tiez hô zâd.

13Ar ré-zé eo ar c’hourc’hémennou hag ar barnédigézou a rôaz ann Aotrou dré zourn Moizez da vugalé Israel, é kompézen Moab, a-héd ar Jourdan, râg-énep da Jériko. ————

← Niveroù 35Read In The App, Free →Deuteronomy 1 →

Study Niveroù 36

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536