Niveroù 34
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
2Gourc’hémenn da vugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Pa viot eat é douar Kanaan, ha pa viot er c’hers a vézô digwézet d’é-hoc’h gan̄d ar sort, chétu aman̄ hé harzou:
3Tû ar c’hrésteiz a vézô hé benn ken̄ta é distrô Sin, a zô nés da Édom; béz’ en dévézô da harzou ar môr sall, war-zû ar sav-héol. (T).
4Ar ré-man̄ a rai ann drô eûz a zouar ar c’hrésteiz, dré biñadek ar grûg; enn hévélep doaré ma tréménin̄t dré Zenna, ha ma en em lédin̄t adaleg ar c’hrésteiz bété Kadez-barné, a béléac’h éz ain̄t bétég ar vourc’h hanvet Adar; hag en em lédin̄t bétég Asémona.
5Hag ann harzou a iélô, enn eur drei, eûz a Asémona bété froud ann Éjipt, hag ar penn divéza anézhô en em gavô war aot ar môr brâz.
6Hôgen tû ar c’hûs-héol a vézô hé benn ken̄ta war aot ar môr brâz hag hé benn divéza ivé. (T).
7Ann harzou eûz a dû ann han̄ter-nôz a skoô war ar (T) môr brâz, hag a ielô bétég ar ménez uc’hel-brâz;
8Hag ac’hanô éz ain̄t étrézé Émat, bétég harzou Sédada;
9Hag éz ain̄t bété Zéfrona, ha bété bourc’h Énan: ar ré-zé a vézô hé harzou war-zû ann han̄ter-nôz.
10Ann harzou eûz a dù ar sâv-héol a vézô men̄tet adalek bourc’h Énan bété Séfama.
11Hag eûz a Séfama é tiskennin̄t da Hébla, râg-énep da feun̄teun Dafnis; ac’hanô en em hédin̄t war-zû ar sâv-héol bété môr Sénéret.
12Hag éz ain̄t bétég ar Jourdan; hag ar penn divéza anézhô en em gavô war aot ar môr sall-brâz. Chétu ann douar hô pézô, hag ann harzou en dévézô trô-war-drô.
13Ha Moizez a c’hourc’hémennaz da vugalé Israel, ô lavarout: Hen-nez a vézô ann douar a vézô da gers d’é-hoc’h dré ar sort, hag en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da rei d’ann naô breûriez, ha d’ann han̄ter-vreûriez.
14Rak breûriez bugalé Ruben hervez hô c’héren̄tiézou, ha breûriez bugalé Gad hervez ann niver eûz hô zadou, hag ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé,
15Da lavaroud eo, diou vreûriez han̄ter, hô deûz bét hô lôden enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, râg-énep da Jériko, war-zû ar sâv-héol.
16Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez:
17Chétu aman̄ hanvou ar ré a rannô ann douar étré-z-hoc’h: Éléazar ar Bélek -brâz, ha Jozué, mâb Nun,
18Hag eur prin̄s eûz a béb breûriez;
19Ha chétu hô hanvou: Eûz a vreûriez Juda, Kaleb, mâb Jéfoné.
20Eûz a vreûriez Siméon, Samuel, mâb Ammiud.
21Eûz a vreûriez Ben̄jamin, Élidad, mâb Kasélon.
22Eûz a vreûriez mipien Dan, Boki, mâb Jogli.
23Eûz a vipien Jozef, eûz a vreûriez Manasé, Hanniel, mâb Éfod.
24Eûz a vreûriez Éfraim, Kamuel, mâb Seftan.
25Eûz a vreûriez Zabulon, Élisafan, mâb Farnak.
26Eûz a vreûriez Isakar, Faltiel, mâb Ozan.
27Eûz a vreûriez Aser, Ahiud, mâb Salomi.
28Eûz a vreûriez Neftali, Fédael, mâb Ammiud.
29Ar ré-zé eo ar ré da béré en deûz gourc’hémennet ann Aotrou ranna douar Kanaan étré bugalé Israel. ———— XXXV. PENNAD. Keriou al Lévited. Lézen diwar-benn al lazérez.