The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 10

1Gan̄t va buez eo inouet va éné, en em rei a rinn d’ar c’hlemmou em énep va-unan, komza a rinn é c’houervder va éné.

2Mé a lavarô da Zoué: Na damall két ac’hanoun; rô da anaout d’in pérâg é varnez ac’hanoun ével-sé?

3Ha mâd é kavchez é vé drouk-komzet diwar va fenn hag é venn gwasket, mé labour da zaouarn; ha skoazia a rafez kuzul ar ré fallagr?

4Ha daoulagad kîg éc’h eûz-té; pé ha té a wél ével ma wél eunn dén?

5Hag hén̄vel eo da zeisiou oud deisiou ann dén, ha da vloavésiou hén̄vel oud hé vloavésiou;

6Évit ma klaski va fallagriez, ha ma en̄klaski va féc’hed?

7Hag évit ma wézi pénaoz n’em eûz gréat fallagriez é-béd, pa n’eûz dén a gemen̄t a helfé va zenna eûz da zaouarn.

8Da zaouarn eo hô deûz va gréat, hag hô deûz va doaréet a bép tû: ha té a felfé d’id va c’hâs-da-gét enn-eunn-drô?

9Az péz koun, mé az péd, pénaoz éc’h eûz va gréat ével eul léstr pri, ha pénaoz em likii da drei é poultr.

10Ha n’éc’h eûz-té két va gréat ével léaz livriz, ha n’éc’h eûz-té két va lékéat da galédi ével léaz kaoulet?

11Gan̄t kroc’hen ha gan̄t kîk éc’h eûz va gwisket; gan̄d eskern ha gan̄t nervennou éc’h eûz va frammet:

12Ar vuez hag ann drugarez éc’h eûz rôet d’in, ha da emwél en deûz miret va spéred.

13Pétrâ-bennâg ma kuzez kémen̄t-sé enn da galoun, mé a oar koulskoudé pénaoz éc’h eûz koun eûz a bép trâ.

14Ma em eûz péc’het, ha ma éc’h eûz va espernet kerken̄t, pérâk na fell két d’id é venn bréma glanet eûz va fallagriez?

15Ma ounn bét fallagr, gwâ mé; ha mar d-ounn gwirion, na zavinn két va fenn, ô véza ma ounn leûn a c’hlac’har hag a reûz.

16Kregi a rî enn-oun ével eul léonez, enn abek d’am balc’hder, hag é tistrôi da heskina ac’hanoun enn eur gwall zoaré.

17Lakaad a réz da déstou da zével em énep, hag é kreskez da vuanégez war-n-oun, hag ar poaniou a gouéz war-n-oun ével eunn armé.

18Pérâg éc’h eûz-té va zennet eûz a gôv va mamm? A-ioul é venn éat-da-gét, ha na venn bét gwélet gan̄t lagad é-béd.

19Bét é vijenn ével pa na vijenn két bét, digaset eûz a gôv va mamm d’ar béz.

20Ann nébeûd a zeisiou a choum gan-en ha na dréménin̄t két abarz némeûr? Va lez éta, évit ma klemminn eunn nébeût em glac’har,

21Abarz m’az inn hép distrô enn douar tén̄val, gôlôet gan̄d disgwél ar marô; 22 Douar reûz hag a dévalien, é péhini é choum skeûd ar marô, hag eunn heûz peûr-baduz, hép reiz é-béd. ———— XI. PENNAD. Sofar a gunuc’h Job é gaou.

← Levr Job 9Read In The App, Free →Levr Job 11 →

Study Levr Job 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142