Levr Job 40
1Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Job eûz a eur gorven̄ten, hag a lavaraz:
2Laka da c’houriz war da zargreiz ével eunn dén: mé a rai goulennou d’id, ha té a respoun̄tô d’in.
3Ha té a fell d’id kas-da-gét va barn, ha va zamallout, évit da zidamallout da-unan?
4Ha béz’ éc’h eûz-té eur vréac’h ével Doué, ha da vouéz hag hî a râ kurun ével hé hini?
5Laka skéd war da drô, pîñ war eunn trôn uc’hel, béz leûn a c’hloar, ha gwisk diḻad eûz ar ré gaéra.
6Disman̄tr ar ré rog enn da frouden, hag izéla gan̄d eur sell ar ré valc’h.
7Sell oud ann holl ré rog, ha diskar-hi, ha mâc’h ar ré fallagr enn hô léac’h.
8Kûz-hi holl er poultr, ha taol hô fenn er béz:
9Ha mé a an̄savô pénaoz da zourn déou a hell da zavétei.
10Chétu Béhémot em eûz gréat gan-éz, a zebr foenn ével ann éjenn.
11Hé gréfder a zô enn hé zigroazel, hag hé ners é bégel hé gôv.
12Sével a râ hé lôst ével eur wézen-sedr, nervennou hé zaou-gell a zô gwéet ann eil gan̄d égilé.
13Hé eskern a zô ével kaniou arem, hag hé vigourn ével lammennou houarn.
14Hén̄ eo ar penn eûz a hen̄chou Doué; ann hini en deûz hé c’hréat, a rénô hé glézé.
15Ar ménésiou a zigas géot d’éz-han̄; holl loéned ar parkéier a c’hoari war hé drô.
16Enn dishéol é kousk, é-touez ar raoz, hag é lec’hiou leiz.
17Ann dishéol a c’hôlô hé zishéol, hag haleg ar froud a zô war hé drô.
18Éva a rai eur ster, ha na vézô két souézet; hén̄ a grédô zô-kén é helfé rédeg ar Jourdan enn hé c’hénou.
19Kéméret é vézô dré ann daou-lagad ével eur pésk gan̄d eunn higen; ha toullet é vézô hé zifron gan̄d eur peûl.
20Ha té a hellô paka Léviatan gan̄d ann higen, hag éréa hé déôd gan̄d eur gorden.
21Lakaad a rî-dé eur minouer oud hé frî, pé é toulli hé garvan évit lakaat eul lagaden?
22Hag hén̄ a bédô kaer ac’hanod, hag a lavarô d’id komsiou sioul?
23Hag hén̄ a rai marc’had gan-éz, ha té a zigémérô anézhan̄ da sklâv da-vikenn?
24Ha té a c’hoariô gan̄t-han̄ ével gan̄d eul labous, pé é éréi anézhan̄ évid da vitisien?
25Lakaad a rî-dé da viñouned d’hé drouc’ha, hag ar varc’hadourien d’hé zispenna a dammou?
26Ha té a leûniô ar rouéjou gan̄d hé groc’hen, ha kélorn ar pésked gan̄d hé benn?
27Laka da zourn war-n-ézhan̄; az péz koun eûz ar brézel, ha na gomz mui.
28Touellet é vézô enn hé c’héd, hag é vézô-diskaret dirâg ann holl. ———— XLI. PENNAD. Doué a gomz bépréd out Job.