The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 12

1Hôgen Job a respoun̄taz hag a lavaraz:

2N’eûz éta a dûd néméd-hoc’h, hag ar furnez a varvô gan-é-hoc’h?

3Skian̄t-vâd em eûz kerkoulz ha c’houi, ha n’ounn két distéroc’h égéd-hoc’h; râk piou eo ann hini ha na oar két ar péz a ouzoc’h?

4Ann hini a zô goapéet gan̄d hé viñoun ével-d-oun a bédô Doué, ha Doué a zélaouô out-han̄: râg goab a réeur eûz a éeunder ann dén gwirion.

5Eur c’hleûzeûr eo hag a zô disprizet gan̄d ar ré binvidig, hag a zô aozet évid ar préd merket.

6Tiez al laéroun a zô leûn, hag hî a zâv ouc’h Doué gan̄d herder, pétrâ-bennâg ma eo hen̄ en deûz lékéat pép trâ étré hô daouarn.

7Komz oud al léoned, hag é teskin̄t ac’hanod: hag oud evned ann én̄v, hag é ken̄telin̄t ac’hanod.

8Komz oud ann douar, hag é respoun̄tô d’id; ha pésked ar môr hen danévellô d’id.

9Piou ha na oar két pénaoz eo dourn ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-sé?

10Enn hé zourn éma éné kémen̄d hini a zô béô, ha kémen̄t spéred a zô é kîk ann dûd.

11Ar skouarn hag hî na varn két al lavariou, hag ar staon̄ ar vlâz?

12Er ré gôz éma ar furnez, hag enn amzer hîr ar poell.

13Ar furnez hag ann ners a zô é Doué; hén̄ en deûz ar c’huzul hag ar skian̄t-vâd.

14Mar diskar, dén na hellô sévél; mar serr klôz eunn dén, na vézô hini évid digeri d’ézhan̄.

15Mar dalc’h ann douréier, pép-trâ a vézô dizéc’het; ma laosk anézhô, é tispennin̄t ann douar.

16Ann ners hag ar furnez a zô enn-han̄: hen̄ a anavez ann toueller hag ann dén touellet.

17Ar guzulierien a gâs enn eur gwall zivez, hag ar varnerien enn abafder.

18Ar gouriz-klézé a denn d’ar rouéed, hag é laka eur gorden war-drô d’hô dargreiz.

19Ar véleien a gâs hép gloar, hag é tiskar ar ré vrâz.

20Trei a ra lavar ar ré wirion, hag é tenn hô gwiziégez digan̄t ar ré gôz.

21Skuḻa a ra ar vézégez war ar brin̄sed, hag é sâv a-névez ar ré a oa bét gwasket.

22Diskouéza a ra ar péz a oa kuzet doun enn dévalien, hag é tigas d’ar goulou skeûd ar marô.

23Kreski a ra é niver ar broâdou, hag é koll anézhô; ha goudé beza hô dispennet, hô digas adarré ével ma oan̄t.

24Trei a ra kaloun prin̄sed poblou ann douar, hag é touell anézhô oc’h hô lakaad da gerzout dré vroiou hép hen̄t.

25Pafala a rain̄t é-kreiz ann dévalien hép goulou, hag é lakai anézhô da horella ével tûd a zô mézô. ———— XIII. PENNAD. Job a ra hé glemmou da Zoué.

← Levr Job 11Read In The App, Free →Levr Job 13 →

Study Levr Job 12

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142