The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 41

1Na hég két anézhan̄ dré grisder; râk piou a hell énébi out va dremm?

2Piou en deûz rôet d’in da gen̄ta, évit ma tistolinn d’ézhan̄? Kémen̄d a zô dindân ann én̄v a zô d’in.

3Na esperninn két anézhan̄, na ners hé c’heriou, na stardder hé bédennou.

4Piou a rôiô da anaout koc’hen hé wisk? Ha piou a iélô é diabarz hé c’hénou?

5Piou a zigorô dôriou hé garvan? Éma ar spoun̄t war-drô d’hé zen̄t.

6Hé gorf a zô hén̄vel out tirennou arem teûz, gôlôet a skan̄t stard ann eil oud égilé.

7Ann eil a zô unanet gan̄d égilé, ha na drémen két zô-kén eunn aézen étré-z-hô.

8Ann eil a zô frammet gan̄d égilé; en em zerc’hel a réon̄t, hép ma helleur hô diframma.

9Pa zeû da stréfia, é taol skédou tân; hé zaoulagad a zô ével goulou tarz-ann-deiz.

10Eûz hé c’hénou é teû kleûzeûriou, ével goulaouennou-brâz hag hî béô.

11Eûz hé zifron é teû môged, ével eûz a eur pôd pa verv.

12Hé alan a laka ann tân da gregi er glaou, hag ar flamm a zeû er-méaz eûz hé c’hénou.

13Enn hé c’houzoug é choum ann ners, hag ann diénez a ia enn hé raok.

14Izili hé gorf a zô frammet ann eil enn égilé; na pa gouézc’hé ar gurun war-n-ézhan̄, na finvché két eûz hé léac’h.

15Kaled eo hé galoun ével ar méan; en em starda a râ ével anneô eûr gôf.

16Pa vézô savet, ann élez hô dévézô aoun, hag enn hô spoun̄t en em c’hlanin̄t.

17Ar c’hléze a skôiô gan̄t-han̄ na hellô két padout, nag ar goaf, nag ann harnez:

18Râg hén̄ a zellô ann houarn ével ar c’hôlô, hag ann arem ével koat brein.

19Ar gwaréger n’hel lakai két da déc’hout, mein ar vatalm a drô évit-han̄ é plouz.

20Ar morzol a vézô évit-han̄ ével eur blouzen, hag hén̄ a rai goab eûz ar goaf a vézô héjet dira-z-han̄.

21Dindan-han̄ é vézô bannou ann héol, hag hén̄ a gerzô war ann aour ével war ar fank.

22Lakaad a rai ann dour da virvi er môr doun ével enn eur pôd, hén̄vel hel lakai oud eul léstrad trét hag a verv.

23Ann hen̄t a luc’hô war hé lerc’h, gwenn-kann é vézô al loun̄k da wélout.

24N’eûz galloud é-béd war ann douar a helfé béza hével out hé c’halloud, pa eo bét gréat évit na zoujô nétrâ.

25Kémen̄d a zô uc’hel a wél; roué eo war holl vipien ar balc’hdér. ———— XLII. PENNAD. En em izélaat a ra Job dirâg ann Aotrou. Hé varô.

← Levr Job 40Read In The App, Free →Levr Job 42 →

Study Levr Job 41

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142