The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 34

1Éliu ô komza bépréd, a lavaraz ann drâ-man̄:

2Tûd fûr, sélaouit va geriou, tûd gwiziek, likid évez ouz-in.

3Râg ar skouarn a varn ar geriou, ével ma varn ar staon̄ blâz ar boéd.

4En̄klaskomp pétrâ eo ar reiz, ha gwélomp étré-z-omp pétrâ eo ar gwella.

5Râk Job en deûz lavaret: Eunn dén gwirion ounn, ha Doué en deûz direizet va barn.

6Râg é gaou ounn bét barnet; gan̄t gwall zaésiou ounn bét toullet hép ma em eûz péc’het.

7Péléac’h éma ann dén hén̄vel out Job, péhini a év ar goapérez ével dour:

8Péhini a gerz gan̄d ann dud fall, hag a valé gan̄d ar ré fallagr?

9Râk lavaret en deûz: Ann dén na vézô két hétuz da Zoué, ha pa gerzché gan̄t-han̄.

10Dré-zé, tûd kalounek, sélaouit ac’hanoun. Pell éma ann drougiez eûz a Zoué, hag ar fallagriez, eûz ann Holl-c’halloudek.

11Râk hervez hé ôberiou é rôiô d’ann dén, hag hervez hé hen̄chou é tistolô da bép-hini.

12Évit-gwîr Doué na varn két enn-aner, hag ann Holl-c’halloudek na zireiz két ar varn.

13Piou en deûz lékéat enn hé léac’h war ann douar? Pé piou en deûz lékéat da vestr war ar béd en deûz krouet?

14Mar kâs hé galoun étrézég enn-han̄, é tennô d’ézhan̄ hé spéred hag hé alan.

15Pép kîg a iélô-da-gét kévret, hag ann dén a zistrôiô é ludu.

16Ma éc’h eûz éta skian̄t-vâd, sélaou ar péz a lévéreur, ha laka évez out va lavar.

17Ha béz’ é helleur iac’haat ann hini ha na gâr két ar reiz? Ha pénaoz é tamallez-té ker stard ann hini a zô ker reiz?

18Hén̄ péhini a lavar da eur roué: Dén difeiz; hag a c’halv fallagred ann duged:

19Péhini n’en deûz két a azaouez évit ar brin̄sed; ha na anavez két ar mac’her pa striv oud ar paour; râg hi holl a zô labour hé zaouarn.

20Hi a varvô râk-tâl, hag é-kreiz ann nôz ar boblou a vézô strafiḻet; hag hî a iélô ébiou, hag ar mac’her a vézô lamet hép dourn é-béd.

21Râk daoulagad Doué a zô war hen̄chou ann dûd, hag hén̄ a laka évez oud hô holl gamméjou.

22Nag ann dévalien, na skeûd ar marô na hell kuza énô ar ré a ra fallagriez.

23Râk n’éma mui neûzé é galloud ann dén don̄t é barn dirâk Doué.

24Eul lôd diniver a vrévô, hag é lakai da tével ré all enn hô léac’h.

25Râg hén̄ a anavez hô ôberiou; ha dre-zé é tigasô ann nôz, hag hi a vézô brévet.

26Evel tûd fallagr é skôiô anézhô dirâg ann holl;

27Hî péré dré wénded a zô en em dennet diout-han̄, ha né két fellet d’ézhô poella hé holl hen̄chou.

28Évit ma lakajen̄t da biña étrézég enn-han̄ garmou ar ré baour, ha ma klevche mouéz ar ré a zô enn dienez.

29Râk ma rô ar péoc’h, piou a damallô anézhan̄? Mar kûz hé zremm, piou a zellô out-han̄, ha war ann holl vrôadou, ha war ann holl dud?

30Hén̄ eo a laka da réna ann dén pilpouz enn abek da béc’héjou ar bobl.

31Pa em eûz éta komzet eûz a Zoué, na virinn két ivé ouz-id d’hé ôber.

32Ma em eûz faziet, desk ac’hanoun; ma em eûz lavaret traou direiz, na gomzinn mui.

33Ha Doué a c’hou1ennô koun̄t digan-éz eûz ann dra-man̄, ô véza ma eo dihétet d’id? Râk té eo éc’h eûz komzet da gen̄ta, ha né két mé eo. Ma anavézéz eunn dra gwelloc’h, komz.

34Ra gomzô ouz-in ann dud poellek, ha ra zélaouô ac’hanoun ann dén fûr:

35Hôgen Job en deûz komzet enn eunn doaré diboell, ha n’eûz furnez é-béd enn hé lavariou.

36Va zâd, arnod Job bétég ann divez; na éhan két da skei war ann dén fallagr-zé.

37Râg hén̄ a laka c’hoaz ann drouk-péden war hé béchéjou; ra vézô trec’het adarré gan-é-omp; ha neûzé ra c’halvô Doué é barn gan̄d hé lavariou. ———— XXXV. PENNAD. Éliu a damall Job adarré.

← Levr Job 33Read In The App, Free →Levr Job 35 →

Study Levr Job 34

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142