The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 3

1Goudé-zé Job a zigoraz hé c’hénou, hag a villigaz ann deiz ma oé ganet (M),

2Hag a lavaraz:

3R’az ai-da-gét ann deiz é péhini ounn bét ganet, hag ann nôz é péhini eo bét lavaret: En̄géhen̄tet eo bét eunn dén.

4Ra vézô trôet ann deiz-zé é tévalien, na vézô két sellet mui out-han̄ gan̄t ann Aotrou eûz ann néac’h, ha na vézô két skleréet gan̄d ar goulou (M).

5Ra vézô tévaléet gan̄d ann amc’houlou, ha gan̄t skeûd ar marô, ra zeûi war-n-ézhan̄ eul latar, ha ra vézô kelc’hiet gan̄t c’houervder.

6Ra vézô eur gourven̄ten déval war ann nôz-zé, na vézô ket lékéat é-touez deisiou ar bloaz, na nivéret é-touez ar misiou.

7Ra vézô ann nôzvez-zé hé-unan, ha dizellézek a veûleûdi.

8Ra vézô milliget gan̄d ar ré a villig ann deiz, gan̄d ar ré a zô daré da zigas Léviatan.

9Ra vézô tévaléet ar stéred gan̄d hé latar, ra c’hédô ar goulou ha n’her gwélô két, ken-nébeût ha goulou-deiz pa zâv:

10O véza n’é deûz két serret dôr ar c’hôv en deûz va douget, ha n’é deûz ket distrôet ann drouk diouc’h va daoulagad.

11Pérâk n’ounn-mé két marô é kôf va mamm, pérâk n’ounn-mé két tréménet kerken̄t ha ma ounn deûet er méaz anézhan̄?

12Pérâg ounn-mé bét digéméret war ar varlen? Pérâg ounn-mé bét maget gan̄t léaz ann divroun?

13Râk bréma é kouskfenn sioul, hag éc’h éhanfenn em c’housk,

14Gan̄t rouéed ha kuzulierien ann douar, péré a zâv évit-hô lec’hiou distrô;

15Pé gan̄d ar brin̄sed, péré hô deûz aour, hag a laka leiz hô zî a arc’han̄t:

16Pé ével eur sioc’han kuzet na vijenn két béô, pé ével ar ré a zô bét en̄géhen̄tet ha n’hô deûz két gwélet ann deiz.

17Enô eo hô deûz ar ré fallagr éhanet da ôber trouz, énô eo hô deûz ar ré a oa skuiz arzaoet gan̄d hô labour.

18Enô ar ré a oa bét chadennet kévret n’hô deûz mui droug é-béd, ha na glevon̄t mui mouéz hô heskiner.

19Enô éma bihan ha brâz; hag ar sklâv a zô dieûbet diouc’h hé vestr.

20Pérâg ef-hen̄ bét rôet ar goulou d’ann dén reûzeûdik, hag ar vuez d’ar ré a zô é c’houervder ar galoun?

21Péré a chortoz ar marô ha na zeû két, hag a zô ével pa doulfen̄t évit klask eunn ten̄zor;

22Ha péré a zô laouen-brâz, pa hô deûz kavet ar béz.

23Pérâg eo bét rôet ar goulou da eunn dén a zô kuzet hé hen̄t, hag en deûz Doué gôlôet a dévalien?

24Abarz ma tebrann éc’h huanadann: ha va garmou a zô ével douréier dic’hlannet:

25Râg ar péz a réa aoun d’in a zô deûet d’in, hag ar péz a spoun̄té ac’hanoun a zô c’hoarvézet gan-én̄.

26Ha n’ounn mé két bét sioul? Ha n’ounn-mé két bét tavédek? Ha n’ounn-mé két bét habask? Ha koulskoudé eo kouézet ar frouden war-n-oun. ———— IV. PENNAD. Élifaz a damall Job diwar benn hé glemmou.

← Levr Job 2Read In The App, Free →Levr Job 4 →

Study Levr Job 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142