Levr Job 26
1Hôgen Job a respoun̄taz, hag a lavaraz:
2Piou a gen-nerzez? Hag eunn dén dinerz eo? Ha té a harp bréac’h ann hini ha né két kré?
3Da biou éc’h eûz-té rôet kuzul? Martézé d’ann hini né d-eo két ar furnez gan̄t-han̄? Hag eur poell brâz éc’h eûz diskouézet.
4Piou eo bét fellet d’id da zeski? Ha né két ann hini péhini en deûz gréat ann énéou hag ar spéréjou?
5Al lan̄gouinéien hô-unan, hag ar ré a choum gan̄t-hô, a gunuc’h dindân ann douréier.
6Enn-noaz éma ann ifern dira-z-han̄, ha n’eûz gwél é-béd d’al léac’h a goll.
7Hén̄ eo a astenn ann han̄ter-nôz war ar goullô, hag a laka ann douar a-zispiḻ war nétrâ.
8Hén̄ eo a éré ann douréier er c’hoabr, évit na gouézin̄t két kévret dindân.
9Hén̄ eo a wir na ve gwélet hé drôn, hag a astenn hé goabren war-n-ézhan̄.
10Lékéat en deûz harz war-drô d’ann douréier, keit ha ma padô ar goulou hag ann dévalien.
11Peûliou ann en̄v a grén hag a spoun̄t gan̄t sell hé lagad.
12Ar môriou en deûz strollet râk-tâl gan̄d hé ners, hag ar balc’hder en deûz trec’het gan̄d hé furnez.
13Ann én̄vou en deûz kin̄klet gan̄d hé spéred; ha gan̄t hé zourn gwén en deûz digaset ann aer gwidiluz,
14Chétu hon eûz lavaret lôd eûz hé hen̄chou; ha pa eo a-véac’h ével eur banné ar péz hon eûz klévet, piou a hellô sellout out kurun hé vrasder? ———— XXVII. PENNAD. Job a ziskouéz ar reûsiou a c’hourdrouz ar ré fallagr.