Levr Job 36
1Hag Éliu a lavaraz c’hoaz:
2Va gouzan̄v eunn nébeût, ha mé a ziskleriô d’id va ménoz; râk béz’ em eûz c’hoaz da gomza évid Doué.
3Adaleg ar penn ken̄ta é kémérinn ar péz a ouzonn, hag é tiskouézinn pénaoz va C’hrouer a zô gwirion.
4Râg gwîr eo pénaoz n’eûz kéd a c’hevier em lavariou, ha mé a ziskouézô d’id pénaoz eo eur wir wiziégez.
5Doué na zistol két ar ré c’halloudek, ô véza ma eo galloudek hé-unan.
6Hôgen na zieûb két ar ré fallagr, hag hén̄ a rô hé varn d’ar ré baour.
7Na dennô két hé zaoulagad diwar ann dén gwirion; hag hén̄ a laka ar rouéed war hô zrôn da-vikenn, hag a starda anézhô.
8Ha mar d-éma eur ré-bennâg anézhô er chadennou, ha stardet gan̄t kerdin ar baourén̄tez;
9É tiskleriô d’ézhô hô ôberiou, hag hô gwallou, ha penaoz in̄t bét tûd téar.
10Digeri a rai ivé hô diskouarn évid hô zamallout: hag hén̄ a gomzô out-hô, évit ma tistroin̄t eûz hô fallagriez.
11Mar sélaouon̄t anézhan̄, ha mar sévénon̄t d’hé c’hér, é tréménin̄t hô holl zeisiou el lévénez, hag hô bloavesiou er c’hloar.
12Hôgen ma na zélaouon̄t két anézhan̄, é vézin̄t treûzet gan̄d ar c’hlézé, hag é varvin̄t enn hô follen̄tez.
13Ann douellerien hag ar ré wén a dennô war-n-ézhô buanégez Doué: ha na c’harmin̄t két pa vézin̄t trec’het.
14Hô éné a varvô er reûz, hag hô buez é-touez ar ré laosk.
15Tenna a rai ar paour eûz hé an̄ken, hag é tigorô hé skouarn pa zeûi ar c’hlac’har.
16Da zieûbi a rai éta eûz a c’hénou al loun̄k strîz ha diwéled, évid da lakaad enn éc’honder; hag éhan da daol a vézé leûn a voéd c’houék.
17Da géfridi a zô bét barnet ével hini eunn dén fallagr, hôgen ar géfridi hag ar varn a vézô distolet d’id.
18Na zeûet két éta ar vuanégez da drec’hi ac’hanod, ha d’az lakaad da vac’ha dén: ha na zeûet két al lôd brâz eûz ar rôou d’az distrei.
19Diskar da vrasder héb en̄krez, hag ar ré a wall-c’hra gan̄d hô ners.
20Na astenn két ann nôz, évit ma piñô ar boblou enn hé léac’h.
21Laka évez n’en em rôjez d’ar fallagriez: râk déraouet éc’h eûz d’hé heûlia enn da reûz.
22Chétu Doué a zô uc’hel-brâz enn hé ners, ha n’eûz lézenner é-béd hén̄vel out-han̄.
23Piou a hellô en̄klaskout hé hen̄chou? Pé piou a hell lavarout d’ézhan̄: Fallagriez éc’h eûz gréat?
24Az péz koun penaoz na anavézez két hé ôbériou, péré a zô bét kanet gan̄d ann dûd.
25Ann holl dûd her gwél, ha pép-hini a zell out-han̄ a bell.
26Chétu Doué a zô brâz, hag hén̄ a drec’h hor gwiziégez; diniver eo hé vloavésiou.
27Hén̄ péhini a zâv ar bannéou glaô, hag a laka da gouéza ann douréier ével froudou,
28Péré a zivér eûz ar c’hoabr, hag a chôlô k émen̄d a zô dindân-hô.
29Hén̄ péhini a léd ar c’hoabr, ével da delt d’ézhan̄:
30A laka da luc’ha hé c’houlou dreist, hag a ziskouéz gwéled ar môr.
31Ével-sé é varn ar boblou, hag é rô ar boéd da galz a dûd.
32Ar goulou a gûz enn he zaouarn, hag é c’hourc’hémenn d’ézhan̄ ma en em ziskouézô adarré.
33Rei a ra da anaout d’hé viñoun pénaoz ar goulou a zô hé lôd, hag é hellô piña étrézég enn-han̄. ———— XXXVII. PENNAD. Éliu a gomz diwar-benn galloud ha furnez Doué.