The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 24

1Né két kuzet ann amzeriou gan̄d ann Holl-c’halloudek; hôgen ar ré a anavez anézhan̄ na ouzon̄t két hé zeisiou.

2Lôd a ziloc’h ar vein-harz, a skrâp ann dén̄ved, hag hô laka enn hô feûrvann.

3Azen ann emzivaded a géméron̄t, hag éjenn ann in̄tan̄vez a zigason̄t da wéstl.

4Hen̄d ar béorien a ziskaron̄t, hag é vac’hon̄t ivé ar ré habask war ann douar.

5Lôd all é doaré azéned c’houéz enn distrô, a ia er-méaz d’hô labour; a glask hô freiz diouc’h ar min̄tin, évid aoza bara d’hô bugalé.

6Ar park ha né két d’ézhô a védon̄t; hag ar rézin a zastumon̄t é gwinien ann hini hô deûz mac’het.

7Ann dûd a gason̄t-kuît enn-noaz; tenna a réon̄t hô diḻad d’ar ré n’hô deûz két péadrâ d’en em c’hôlei er iénien:

8D’ar ré a zô glépiet gan̄t glaô ar ménésiou, hag ô véza diwisk, en em guz dindân ar c’herrek.

9Tra ann emzivaded a géméron̄t dré ners, hag é tiwiskon̄t ar ré baour.

10D’ar ré noaz, d’ar ré ziwisk, d’ar ré ézommek, é tennon̄t betég hô éd.

11Kousket hô deûz diouc’h ar c’hrésteiz war ar bern frouez a zô bét gwasket gan̄t ar ré a varv gan̄d ar séc’hed.

12Lakaad a réon̄t ann dûd da geina er c’heriou, hag éné ar ré c’hlazet a c’harm, ha Doué n’hô lézô két da von̄t héb hô ven̄ji.

13Amzen̄t in̄t bét é-kén̄ver ar goulou; n’hô deûz két anavézet hé hen̄chou, ha n’in̄t két distrôet dré hé raven̄chou.

14Min̄tin-mâd é sâv al lazer; rei a ra ar marô d’ann den diners ha d’ar paour: ha pa eo deûet ann nôz, eo ével eul laer.

15Lagad ann avoultrer a zell oud ann dévalien, ô lavarout: Lagad é-béd n’am gwélô; hag hén̄ a c’hôlô hé benn.

16Toulla a ra ann tiez enn dévalien, ével m’hô dôa lavaret ann eil d’égilé pa oa deiz; ha n’hô deûz két anavézet ar goulou.

17Mar teû râk-tâl goulou-deiz, é kav d’ézhô éz eo skeûd ar marô; hag ével-sé é kerzon̄t enn dévalien ével er goulou.

18Skan̄v eo war-c’horré ann dour; milliget ra vézô hé lôd war ann douar, ha na gerzet két dré hen̄t ar gwiniennou.

19Ra dréménô eûz a zouréier ann erc’h d’ar c’hrouez ar vrasa, hag hé béc’hed her c’hasô bétég ar béz.

20Ra vézô an̄kounac’héet gan̄d ann drugarez; ra vézô ar prén̄v hé zudi; na vézet két a goun anézhan̄; hogen bézet diskolpet ével eur wézen difrouez.

21Maget en deûz ann hini a oa bréc’han̄ ha na c’hân két; ha n’en deûz két gréat a vâd d’ann in̄tan̄vez.

22Diskaret en deûz ar ré gré gan̄d hé c’halloud; ha pa vézô stard, na fisiô két war hé vuez.

23Doué en deûz rôet amzer d’ézhan̄ da ôber pinijen, hag hén̄ a zeû c’hoaz balc’hoc’h a zé; hôgen daoulagad Doué a zô war hé hen̄chou.

24Savet in̄t évid eur pennadik, ha goudé-zé n’in̄t mui; vuéléet é vézin̄t ével pép-trâ, hag é vézin̄t lamet ha trouc’het ével pennou ann tamoézennou éd.

25Ma né ket ann dra-zé ével-sé, piou a hellô va gendrec’hi war c’hevier, ha tamallout va lavariou dirâk Doué? ———— XXV. PENNAD. Distervez ann dén dirâk Doué.

← Levr Job 23Read In The App, Free →Levr Job 25 →

Study Levr Job 24

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142