Levr Job 15
1Hôgen Élifaz, ann Trémaniad, a respoun̄taz hag a lavaraz:
2Ann dén fûr hag hén̄ a dlé respoun̄ta ével pa gomché oud ann avel, ha leûnia hé galoun a c’hrouez?
3Tamallout a réz gan̄d da c’heriou ann hini né két kêvatal d’id; hag é komzez enn eunn doaré dizéréad.
4Kémen̄t ha ma hellez, éc’h eûz kaset-da-gét doujan̄s Doué, hag éc’h eûz pelléet ar pédennou a réad dira-z-han̄.
5Râk da fallagriez é deûz desket da c’hénou, ha té a heûl téôd touérien-Doué.
6Da c’hénou eo a damallô ac’hanod, ha né két mé; ha da vuzellou a respoun̄tô d’id.
7Ha té eo ar c’hen̄ta dén a zô bét krouet, ha gréat oud bét abarz ar c’hrec’hiou?
8Ha kuzul Doué éc’h eûz sélaouet, hag hé furnez a vézô distéroc’h égéd da hini?
9Pétrâ a c’houzoud-dé, ha na ouzomp két? Pétrâ a boellez, ha na boellomp két?
10Enn hon touez éz eûz tûd-kôz hag hir-hoalet, ha kosoc’h égéd da dadou.
11Ha diez é vé da Zoué da zic’hlac’hari? Hôgen da wall c’heriou a vîr out-han̄.
12Pérâg é sâv da galoun, hag ével pa venfez traou brâz, pérâg ef-hén̄ balc’h da lagad?
13Pérâg é stambouc’h da spéréd ouc’h Doué, ma tennez eûz da c’hénou geriou enn doaré-zé?
14Pétrâ eo ann dén, évit béza dinam, hag évit béza reiz, pa eo ganet gan̄d ar c’hrég?
15Chétu é-touez hé zen̄t n’eûz hini didroûz, hag ann én̄vou n’in̄t két glân dira-z-han̄,
16Pégen argarzusoc’h, ha péger gwanoc’h eo ann dén, hén̄ péhini a év ar fallagriez ével ann dour.
17Hé ziskouéza a rinn d’id, sélaou ac’hanoun; ar péz em eûz gwélet a zanévellinn d’id.
18Ar ré fûr a embann ar péz a ouzon̄t, ha na guzon̄t két lavar hô zadou,
19Da béré eo bét rôet ann douar-man̄, hag é-touez péré n’eo bét tréménet diavésiad é-béd.
20Rôgoni ann dén fallagr a gresk a-zeiz-é-deiz, hag arvaruz eo ann niver eûz a vloavesiou hé zireizded.
21Trouz ar spoun̄t a zô bépréd enn hé skouarn; ha pa éma é péoc’h, en deûz aoun bépréd râg ar spiou.
22Na gréd két é helfé distrei eûz ann dévalien d’ar goulou, ha na wel trô-war-drô néméd klézéier.
23Pa fin̄v évit klask bara, éc’h anavez pénaoz deiz ann dévalien a zô daré da gouéza war-n-ézhan̄.
24Ann en̄krez a spoun̄t anézhan̄, hag ar reûz a c’hrounn anézhan̄, ével eur roué a zô daré d’ar stourm.
25Râg astennet en deûz hé zourn a-énep Doué; hag en em nerzet eo a-énep ann Holl-c’halloudek.
26O sével hé benn en deûz rédet enn hé énep, ha gan̄d eunn diren déô eo en em armet.
27Al lard en deûz gôlôet hé zremm, hag ann druzôni a réd a bép tû anézhan̄.
28Choumed eo é keriou disman̄tet, é tiez didud, a zô deûet da véza ével berniou mein.
29Na binvidikai két, hag hé vadou na badô két, ha na astennô két hé c’hrisien enn douar.
30N’en em dennô két eûz ann dévalien; ar flamm a zevô hé skourrou; hag hén̄ a vézô diskaret gan̄d ar c’houéz eûz hé c’hénou.
31Na grédô két, enn hé douellérez, pénaoz é hell béza dasprenet gan̄d eur gôbr-bennâg,
32Abarz ma vézô peûr-c’hréat hé zeisiou, é vézô kollet; hag hé zaouarn a zizéc’hô.
33Ével eur winien vouk enn he gen̄ta bleûn̄ hag ével eur wézen-olived a daol hé bleûn̄, é wén̄vô.
34Râk difrouez eo kémen̄d a zastum ann dén pilpouz, hag ann tân a zevô tiez ar ré a zigémer rôou a galoun vâd.
35En̄géhen̄ta a ra ar c’hlac’har, ha génel a ra ar fallagriez, hag hé galoun a glask touellou névez. ———— XVI. PENNAD. Job en em glemm eûz a grizder hé viñouned.