Levr Job 39
1Ha té a anavez ar préd é péhini ar gevr-gouéz a zeû da ala war ar rec’hier, ha lékéat éc’h eûz-té évez out ganédigez ar garvézed?
2Ha nivéret éc’h eûz-té ar misiou é-pâd péré é tougon̄t, ha gouzoud a réz-té é pé bréd é c’hanon̄t?
3Stoui a réon̄t, hag é c’hanon̄t, enn eur iuda.
4Hô gévrigou a ia kuît diout-hô, hag a ia d’ar peûrvan; mon̄d a réon̄t er-méaz, ha na zistrôon̄t mui étrézég enn-hô.
5Piou en deûz lézet da von̄t ann azen gouéz, ha piou en deûz torret hé éréou?
6Rôet em eûz eunn tî d’ézhan̄ enn distrô, ha teltou enn eunn douar fraost.
7Hén̄ a ra goab eûz a strolladou kéar, na glev két mouéz eur mestr krîz.
8Selloud a ra a bép tû out ménésiou hé beûri, hag é klask dré-holl géot glâz.
9Ar rinoséros hag hén̄ a fellô d’éz-han̄ da zervicha, ha choum a rai enn da graou?
10Ha staga a rî-dé ar rinoséros oud da éré évid ara, hag évid terri moudennou ann traon̄iennou war da lerc’h?
11Ha té a fisiô enn hé ners brâz, hag a lézô gan̄t-han̄ da labour?
12Ha té a gréd d’id pénaoz é rôiô d’id ar péz éz pézô hadet, hag é leûniô da leûr?
13Plû ann otruz a zô hén̄vel out plû ar c’herc’heiz hag ar sparfel.
14Pa zilez hé viou war ann douar, ha té eo a dommô anézhô er poultr?
15An̄kounac’haad a ra-hi pénaoz é hellon̄t béza mac’het gan̄d ann treid, pé béza friket gan̄d al loéned c’houéz.
16Kriz eo é-kén̄ver hé lâbousédigou, ével pa na ven̄t két d’ézhi; enn-aner é deûz labouret héb aoun é-béd.
17Râk Doué n’en deûz két rôet d’ézhi ar furnez ha n’en deûz két rôet d’ézhi ar poell.
18Mar teû ar préd, é sâv hé ziou-askel; hag é ra goab eûz a eur marc’h, hag eûz ar marc’hek.
19Ha té eo a rôiô d’ar marc’h hé ners, pé hel lakai da c’hourrisia?
20Hag hé lakaad a rî da lammout ével kiḻeien-raden? C’houéz hé zifron a zô spoun̄tuz.
21Gan̄d hé droad é toull ann douar, hag é lamm gan̄d herder: énébi a ra oud ann dûd gan̄d hô armou.
22N’en deûz aoun é-béd, na grén két râg ar c’hlézé.
23Ar saésiou a zon war hé drô, ar goafiou hag ar c’hlézéier a skéd a-ziouc’h d’ézhan̄. 21 Éoni a râ, skrija a râ, hag é loun̄k ann douar, ha né két saouzanet gan̄t trouz ann drompiḻou;
25Pa glev ar c’horn-boud é lavar: Déomp; a bell é c’houéz ar brézel, ha mouéz ann duged, hag urc’hérez ann armé.
26Ha dré da furnez eo en em c’hôlô ar sparfel a blû, enn eur zispléga hé ziou askel war-zû ar c’hrésteiz?
27Ha dré da c’hourc’hémenn eo é sâv ann er, hag é laka hé neiz el lec’hiou ar ré uc’héla?
28Choum a râ é-kreiz ar vein, war ar ménésiou huel, war ar rec’hier n’eûz dén évit tôstaat out-hô. (T).
29Ac’hanô é sell oud hé breiz, hag hé zaoulagad hé wél a bell.
30Hé érédigou a zûn ar goad; hag é péléac’h-bennâg éz eûz eur chorf-marô, éz â râk-tâl dî.
31Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Job, hag a lavaraz:
32Ann hini a striv oud Doué, hag hén̄ a dlé éhana ker buan? Évit-gwîr ann hini a damall Doué, a dlé respoun̄ta d’ézhan̄.
33Ha Job a respoun̄taz d’ann Aotrou, hag a lavaraz:
34Pa em eûz komzet gan̄d diévézded, pétrâ a helfenn da respoun̄ta? Va dourn a likiinn war va génou.
35Eunn dra em eûz lavaret, hag a garfenn n’am bé két lavaret: hag eunn all c’hoaz, ha na livirinn nétrâ kén. ———— XL. PENNAD. Doué a gomz c’hoaz out Job.