Levr Job 29
1Job a lavaraz c’hoaz enn hé lavar kuzet:
2Piou a aotréô d’in enn vézinn ével er misiou ken̄t, ével enn deisiou é péré é miré Doué ac’hanoun?
3Pa luc’hé hé gleûzeur war va fenn, hag é valéenn oud hé c’houlou enn dévalien;
4Ével ma oann é deisiou va iaouan̄kiz, pa édô Doué enn-disgwél em telt;
5Pa édô ann Holl-c’halloudek gan-én̄, ha va bugalé enn-drô d’in;
6Pa walc’henn va zreid enn amann, ha pa skuḻé ar mean gouériou éôl d’in.
7P’az éann é-tâl porz kéar, ha pa aozen̄t d’in eur gador el leûr-géar;
8Ar ré iaouan̄k a wélé ac’hanoun, hag en em guzé; hag ar ré gôz a zavé hag a choumé enn hô zâ.
9Ar brin̄sed a éhané da gomza, hag a lékéa hô bîz war hô génou.
10Ann duged a davé, hag hô zéôd a choumé stâg oud hô staon̄.
11Ar skouarn am c’hlevé a lavaré é oann gwen̄vidik, hag al lagad am gwélé a rôé tésténi d’in:
12O véza m’am bôa tennet a boan ann dén paour a grié, hag ann emzivad n’oa dén évit rei skoaz d’ézhan̄.(T),
13Ann hini a oa bét daré d’ézhan̄ dizéria, a rôé hé vennoz d’in, ha mé a zic’hlac’haré kaloun ann in̄tan̄vez.
14Ar reizdéd em eûz gwisket; ha gwisket em eûz va barn ével eur van̄tel hag eur gurunen. 13 Lagad ann dén dall ounn bét, ha troad ann dén kamm.
16Tâd ar béorien é oann; hag ann traou na anavézenn két, a zeskenn gan̄d préder.
17Karvanou ann dén fallagr a vrévenn, hag é tennenn ar preiz eûz hé zen̄t.
18Hag é lavarenn: Em neiz é varvinn, hag é kreskinn é niver va deisiou ével ar wézen-balmez.
19Va c’hrisien en em astenn a-héd ann douréier, hag ar glîz a choumô war va skourrou.
20Va gloar en em névézô bépréd, ha va gwarek a grévai em dourn.
21Ar ré a zélaoué ac’hanoun a c’hortozé m’am bé komzet; hag hî a davé évit va c’huzul.
22Na gréden̄t lakaat nétrâ ouc’h-penn war va gériou, ha va lavariou a gouézé war-n-ézhô ével ar glîz.
23Hag hi a c’hédé ac’hanoun ével ar glaô, hag a zigoré hô génou ével évit glaô ann diskar-amzer.
24Ma c’hoarzenn gan̄t-hô, na gréden̄t két: ha goulou va dremm na gouézé ket d’ann douar.
25Mar fellé d’in mon̄d enn hô zouez, éc’h azézenn ar c’hen̄ta: ha pa oann azézet ével eur roué, é-kreiz ann armé, é oann koulskoudé dic’hlac’harer ar ré zoaniet. ———— XXX. PENNAD. Job a zanével hé reûz.