Levr Job 2
1Hôgen eunn deiz a oé é savaz ann élez, mipien Doué, dirâg ann Aotrou, ha Satan a ieaz ivé enn hô zouez, hag a zavaz dira z-han̄.
2Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: A béléac’h é teûez-té? Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz: Trô ann douar em eûz gréat, ha kerzet em eûz eûz ann eil penn d’égilé anézhan̄.
3Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan: Ha n’éc’h eûz-té két sellet out Job va servicher, out péhini n’eûz dén é-béd hén̄vel war ann douar, dén eeun, ha reiz, hag a zouj Doué, hag a dec’h diouc’h ann drouk, hag a zô c’hoaz dinam, pétrâ bennâg ma éc’h eûz va lékéat da zével enn hé énep, ha da c’hlac’hari anézhan̄ enn-aner.
4Ha Satan a respoun̄taz hag a lavaraz: Kroc’hen évit kroc’hen, ha kémen̄d en deûz ann dén, a rôi évid hé vuez.
5Hôgen astenn da zourn, ha skô war hé eskern ha war hé gîk, ha neûzé é wéli ma na villigô két ac’hanod dira-z-oud.
6Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan: Chétu éma enn da zourn; hôgen mir hé vuez d’ézhan̄.
7Ha Satan ô véza éat-kuît eûz a zirâg ann Aotrou, a lékéaz da zével war Job eur gouli ar gwasa, adalek plan̄tou hé dreid beté kern hé benn:
8Hag hé-man̄ azézet war eur bern teil, a denn gan̄d eunn darbôd al lin-brein eûz hé c’houli.
9Neûzé hé c’hrég a lavaraz d’ézhan̄: Ha c’hoaz é choumez enn da éeunder? Millig Doué, ha marv.
10Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhi: Komza a réz ével eur vaouez diskian̄t. Ma hon eûz digéméret ar mâd eûz a zourn Doué, pérâk na zigémerfemp két ivé ann drouk? É kémen̄t-sé na béc’haz ket Job gan̄d hé vuzellou.
11Hôgen trî miñoun da Job ô véza klevet ann holl zroug a oa c’hoarvézet gan̄t- han̄, a zeûaz pep-hini eûz hé leac’h, Élifaz ann Témaniad, ha Baldad ar Sichiad, ha Safar ann Naamatiad. Râg en em glevet é oan̄t évit don̄t kévret d’hé wélout, ha d’hé zic’hlac’hari.
12Ha pa zafchon̄t a bell hô daoulagad, na anavézchon̄t két anézhan̄, hag enn eur c’harmi en em lékéjon̄t da wéla; hag ô véza roget hô diḻad, é taolchon̄t poultr enn éar évit kouéza war hô fenn.
13Hag hî a choumaz azézet gan̄t-han̄ war ann douar a-héd seiz dervez ha seiz nôzvez, hag hini na lavaré gér out-han̄: Râg hî a wélé pénaoz hé c’hlac’har a oa brâz-meûrbed. ———— III. PENNAD. Job a villig ann deiz é péhini eo bét ganet.