The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 4

1Neûzé Élifaz, ann Témaniad, a gomzaz, hag a lavaraz:

2Mar teûomp da gomza ouz-id, é vézô martezé droug gan-éz; hôgen piou a helfé derc’hel hé lavar?

3Chétu té éc’h eûz desket meûr a hini, hag éc’h eûz kréveet ann daouarn skuîz:

4Ar ré a horellé hô deûz skoazellet da lavariou, hag ann daoulin a gréné éc’h eûz kréveet.

5Hôgen bréma é kouéz war-n-oud ar gouli, hag é tigalounékéez; skôet oud gan̄t-han̄, hag oud reûstlet.

6Péléac’h éma da zoujan̄s, da ners, da habaskded, ha klôkder da hen̄chou?

7Laka évez, me az péd, piou eo ann dén dinam a zô bét kollet? Pé peûr eo bét kaset-da-gét ann dûd reiz!

8Ha na wélann-mé két ken̄toc’h pénaoz ar re a ra fallagriez, a hâd ann drougou, hag a véd anézhô,

9A zô diskaret gan̄t c’houézaden Doué, ha dispennet gan̄t kourven̄ten hé vuanégéz:

10Iudérez al léon, ha mouéz al léonez a zô bét mouget, ha den̄t al léonédigou a zô bét brévet.

11Ann tigr a zô marô, ô véza n’en dôa két a breiz, hag al léonédigou a zô bét kaset-da-gét.

12Koulskoudé eur gér kuzet a zô bét lavaret d’in, ha va skouarn é deûz, ével é-tuôni, digéméret ann trouz anézhan̄.

13É heûz gwélédigez ann nôz, pa zeû ann dén da vôrédi kaléta gan̄d ar chousk,

14Ar spoun̄t hag ar c’hrén a grogaz enn-oun, hag ann aoun a rédaz dré va holl eskern.

15Ha p’az éaz eur spéred é-biou d’in, é savaz sounn va bléô em penn. (T).

16Eunn dén a wéliz, ha na anavézenn két anézhan̄, pétrâ bennâg ma oa dirâk va daoulagad; hag é kleviz eur vouéz ével eur c’houéz c’houék:

17Ann dén hag hén̄ a grédô en em zidamallout, oc’h en em hévélébékaat oud Doué; ha glanoc’h é vézô-hén̄ égéd hé grouer?

18Ar ré zô-kén a zerviché anézhan̄ n’in̄t két bét stard; hag enn hé élez en deûz kavet direiz.

19Pégémen̄t ouc’h-penn ar ré a choum é tiez prî, péré hô deûz eunn diazez prî, a vézô kriñet ével gan̄t ar pren̄ved?

20Eûz ar min̄tin d’ar pardaez é vézin̄t dispennet; hag ô véza n’en deûz hini anézhô a boell, éz ain̄t-da-gét da-vikenn.

21Hôgen ar ré a zô choumet war hô lerc’h, a vézô tennet diout-hô; mervel a rain̄t, ha na varvin̄t két er furnez. ———— V. PENNAD. Élifaz a erbéd Job da c’houlenn skoazel Doué gan̄d ar binijen.

← Levr Job 3Read In The App, Free →Levr Job 5 →

Study Levr Job 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142