The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 18

1Hôgen Baldad, ar Suhiad, a respoun̄taz, hag a lavaraz:

2Béte pégeit é komzot-hu ével-sé? Poellit da gen̄ta, ha goudé-zé é komzimp.

3Pérâg é sellit-hu ac’hanomp ével léoned, hag omp-ni tûd displéd dira-z-hoc’h?

4Mar kollez da éné enn da frouden, ha dilézet é vézô ann douar enn abek d’id, ha dizouget é vézô ar réier eûz al léac’h ma’z int?

5Ha na vézô két mouget goulou ar fallagr, ha na vézô két dilugern flamm hé dân?

6Ar goulou a oa enn hé délt a dévalai, hag ar c’hleûzeûr a luc’hé a-ziouc’h d’ézhan̄ a vézô mouget.

7Kamméjou hé ners a vézô strizet, hag hé guzul hel lakai da gouéza.

8Râk lékéat en deûz hé dreid er rouéjou, hag enn hô maḻou é valé.

9Hé droad a vézô paket el lindâg, hag ar séc’hed a zizéc’hô anézhan̄.

10Ar rouéjou d’her paka a zô kuzet dindân ann douar, hag ar paskadur a zô war ar raven̄t.

11Ann en̄krez a spoun̄tô anézhan̄ a bép tû, hag a strôbô hé dreid.

12Hé ners a vézô dislébéret gan̄d ann naoun, hag ann diouer a zigigô hé gostou.

13Ken̄ta-ganet, ar marô a zebrô kaerded hé groc’hen hag a gasô hé zivrec’h da gét.

14Hé fisian̄s a vézô tennet er-méaz eûz hé delt, hag ar marô, é doaré eur roué, a flastrô anézhan̄ dindân hé dreid.

15Hé genvreûdeûr a choumô enn hé delt é pehini né vézô mui, ha soufr a vézô skiñet enn-han̄.

16Hé c’hrisiou diwar-draon̄ a vézô dizéc’het, hag hé skourrou diwar-laez a vézô skéjet.

17Ann én̄vor anézhan̄ a vézô kollet diwar c’horré ann douar, hag hé hanô na vézô mui meûlet el leûriou-kéar.

18Kaset é vézô kuît eûz ar goulou d’ann dévalien, ha tennet é vézô eûz ar béd.

19Hé wenn hag hé nésted na choumô mui é-touez hé bobl, ha na choumô nétrâ anézhan̄ enn hé vrô.

20Ar ré a zeûi war hé lerc’h a vézô saouzanet gan̄d ann deiz ma oé kaset da goll (M), ar ré a zô enn hé amzer a vézô spoun̄tet-brâz.

21Ével-sé é vezô telt ann dén direiz, hag hen-nez eo léac’h ann hini ha na anavez két Doué. ———— XIX. PENNAD. Job en em zic’hlac’har dré c’hédal é savô a varô da véô. (T.)

← Levr Job 17Read In The App, Free →Levr Job 19 →

Study Levr Job 18

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142