The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 21

1Hôgen Job a respoun̄taz, hag a lavaraz:

2Sélaouit, me hô péd, va lavariou, hag hô pézet keûz.

3Va list da gomza, ha goudé-zé grît goab, mar kirit, eûz ar péz a livirinn.

4Ha gan̄d eunn dén eo em eûz da rendaéla, évit n’am bijé két a léac’h d’en em c’hlac’hari?

5Sellit ouz-in, ha bézit souezet; ha likid hô pîz war hô kénou;

6Ha mé va-unan pa zeû koun d’in, ounn spoun̄tet, ha va c’horf holl a grén.

7Pérâg éta é vév ar ré fallagr; pérâg in̄t-hi kenn uc’hel, ha kel leûn a vadou?

8Hô gwenn a bâd dira-z-hô; eul lôd brâz eûz hô mipien hag eûz hô mipien-bihan a welon̄t.

9Ar c’héd hag ar péoc’h a zô enn hô ziez; ha n’éma két gwalen Doué war-n-ézhô.

10Hô bioc’hed a zô saḻet, ha na ziforc’hon̄t két; hala a réon̄t, ha né gollon̄t két hô leûé. (M).

11Hô bugalé a ia er-méaz ével dén̄ved, hag a lamm, hag a c’hoari.

12Taboulinou ha télennou hô deûz, hag out son ar binviou en em laouénéon̄t.

13Enn dudi é trémenon̄t hô deisiou, hag enn eur pennadik é tiskennon̄t d’ar béz.

14Lavaret hô deûz da Zoué: Pella diouz-omp, na fell két d’é-omp anaout da hen̄chou.

15Piou eo ann Holl-c’halloudek, ma servichimp anézhan̄? Ha pétrâ a dalvézô d’é-omp mar pédomp anézhan̄?

16Koulskoudé, pa n’éma két hô madou étré hô daouarn, bézet pell diouz-in kuzul ar ré fallagr.

17Péd gwéach é teû da vouga kleûzeûr... ag é c’hoarvez dic’h... g é teû Doué da ranna... hé frouden? Ped gwech en em gav ma voug lamp an dud fall, ma teu ho distruj warnezhe, ma loden Doue ho lod gante er goler,

18Hî... ô pa c’houéz ann avel, hag ével al ludu a zô skiñet gan̄d eur gourven̄ten. Ma vent evel ar plouz euz c'houez an avel, hag evel ar pell zavet dre an tempest?

19Doué a virô évid hé vipien poaniou hô zâd; ha pa vézô bét kastizet, neûzé é wézô.

20Hé zaoulagad a wélô hé zispennadur, hag hén̄ a évô eûz a frouden ann Holl-c’halloudek.

21Râk pétrâ vern d’ézhan̄ ar péz a c’hoarvézô gand hé dî hé-c’houdé, mar d-eo rannet he vloavésiou dré ann han̄ter?

22Piou a zeskô dâ Zoué eunn dra-bennâg, hén̄ péhini a varn ar ré uc’hela.

23Hé-man̄ a varv hag hén̄ kré ha iac’h, pinvidik hag euruz.

24Hé vouzellou a zô gôlôet a lard, hag hé eskern leûn a vél.

25Hôgen égilé a varv é c’houérvder hé éné, hag hép madou é-béd.

26Ha koulskoudé é c’hourvézin̄t hô daou er poultr, hag é vézin̄t gôlôet gan̄d ar prén̄ved.

27Évit-gwîr éc’h anavézann hô ménosiou, hag hô parniou direiz em énep.

28Râk c’houi a lavar: Péléac’h éma tî ar prin̄s-zé? Péléac’h éma teltou ar ré fallagr?

29Grîd ar goulenn-zé oud ann hini a ia ébiou enn hén̄t, hag é wélot pénaoz é oar ervâd:

30Eo miret ann dén drouk évid deiz hé goll, hag eo kaset gan̄t Doué bété deiz hé frouden.

31Piou a damallô anézhan̄ eûz hé hen̄t? Piou a zistolô d’ézhan̄ ar péz en deûz gréat?

32Er béz é vézô kaset, ha da évésiad é vézô war stroll ar ré varô.

33Hétuz eo bét kavet enn ifernou, ha war hé lerc’h é tidennô pép-hini, ével ma eo bét didennet eunn niver brâz enn hé raok.

34Pénaoz éta é fell d’é-hoc’h va dic’hlac’hari enn-aner, pa en em gav hô lavar énep d’ar wirionez. ———— XXII. PENNAD. Élifaz a damall Job. (T)

← Levr Job 20Read In The App, Free →Levr Job 22 →

Study Levr Job 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142