The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 16

1Hôgen Job a respoun̄taz hag a lavaraz:

2Kémen̄t-sé em eûz klévet aliez; dic’hlac’harerien rec’huz oc’h holl.

3Ha n’hô dévézô két a zivez ar gériou avélek-zé? Ha réd eo d’id komza kenn dichek?

4Mé a helfé ivé komza ével-d-hoc’h; hag a-ioul a vé hoc’h éné ével va éné:

5Hô tic’hlac’hari a rajenn ivé gan̄t va gériou, hag héja a rafenn va fenn war-n-hoc’h:

6Hô krevaad a rajenn gan̄t va génou, hag é fin̄vchenn va muzellou évit ma vec’h espernet.

7Hôgen pétrâ a rinn? Mar komzann, na habaskai két va glac’har: ha mar tavann, na bellai két diouz-in.

8Va glac’har a wask ac’hanoun bréma, ha va holl izili a zô deûet da nétrâ.

9Va c’hrizou a zô da desténi em énep, hag eunn dén gan̄d hé c’hevier a zâv em énep evid énébi dira-z-oun.

10Strollet en deûz hé holl frouden ouz-in, hag ô c’hourdrouza ac’hanoun, en deûz skriñet hé zen̄t; va énébour en deûz sellet ouz-in gan̄d daoulagad heûzuz.

11Digoret hô deûz hô génou em énep, hag oc’h ôber goab ac’hanoun, hô deûz va garvanatet: en em walc’het hô deûz gan̄t va foaniou.

12Va zerret en deûz Doué dindan galloud ann hini direiz; va lékéat en deûz étré daouarn ar re fallagr.

13Mé péhini a oa pinvidik ken̄t, mé zô bét brévet enn-eunn-taol: lékéat en deûz va gouzouk da bléga, va zorret en deûz, hag ével eur merk évit hé warek en deûz lékéat ac’hanoun. (T).

14Hé wafiou en deûz lékéat war-drô d’in; va digroazel en deûz glazet; n’en deûz két va espernet, ha skiñet en deûz va bouzellou war ann douar.

15Gouli war c’houli en deûz lékéat da zével war-n-oun, en em daolet eo war-n-oun ével eul lan̄gouinek.

16Eur zac’h em eûz griet war va c’hroc’hen, ha va c’hîg em eûz gôlôet a ludu.

17Va dremm a zô koenvet gan̄d ann daérou, ha kroc’hen va daoulagad a zô enn dévalien.

18Kémen̄t-sé em eûz gouzan̄vet, hép ma vé saotret va dourn gan̄d ar fallagriez, ha pa gennigenn da Zoué va fédennou glân.

19O douar, na c’hôlô két va goâd, ha na gavô két va garm léac’h é-bed évid en em guza enn-oud. (M).

20Râk chétu éma va zest enn én̄v, ha va c’huzulier el léac’h uc’hel.

21Téôdeien eo va miñouned: va lagad a wél drûz étrézé Doué.

22A-ioul na helfé eunn dén en em zidamallout dirak Doué ével ma hell en em zidamallout dirâg eunn dén ével-t-han̄.

23Râk chétu eo berr va bloavésiou, hag é tréménon̄t buan, hag é valéann enn eur raven̄t, dré béhini na dréméninn mui. ———— XVII. PENNAD. Job a béd hé viñouned da zistrei d’ézhô hô-unan.

← Levr Job 15Read In The App, Free →Levr Job 17 →

Study Levr Job 16

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142