The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 13

1Chétu va lagad en deûz gwelet ann traou-zé holl, ha va skouarn é deûz hô c’hlevet, hag hô foellet em eûz holl.

2Ar péz a ouzoc’h a anavézann ivé, ha n’ounn két distéroc’h égéd-hoc’h.

3Koulskoudé oud ann Holl-c’halloudek é fell d’in komza, ha striva ouc’h Doué em eûz c’hoan̄t;

4Goude béza diskouézet araok pénaoz éz oc’h ôbérourien gévier, hag heûliérien gwall gélennou.

5Hag a-ioul é tavchac’h, évit ma vec’h kéméret évit tûd fûr.

6Sélaouit éta va zamall, ha likid évez out barn va muzellou.

7Ha Doué en deûz ézomm eûz hô kévier, évit ma teûfac’h d’hé zifenni gan̄t geriou touelluz?

8Ha c’houi a fell d’é-hoc’h skoazia Doué gan̄d hô kalloud, ha c’houi a laka hô strîv d’hé zidamallout?

9Ha kémen̄t-sé a hell héta d’ézhan̄, hén̄ oc’h péhini na hell nétrâ béza kuzet? Pe touellet é vézô-hén̄ ével eunn dén, gan̄d hô trôidellou?

10Hén̄ hé-unan hô tamallô, ô véza ma eo fellet d’é-hoc’h hé skoazia enn disgwél.

11Kerken̄t ha ma fin̄vô, é saouzanô ac’hanoc’h, hag ar spoun̄t anézhan̄ en em daolô war-n-hoc’h.

12Ar c’houn ac’hanoc’h a vézô hen̄vel oud al ludu, hag hô pennou a vézô trôet é fan̄k.

13Tavit eunn nébeût, évit ma livirinn kémen̄d ha ma aliô va spéred d’in.

14Pérâg é tiframmann-mé va c’hîk gan̄t va den̄t, hag é tougann-mé va ené étré va daouarn?

15Ha pa lazfé Doué ac’hanoun, é lakafenn va géd enn-han̄; ha koulskoudé é tamalfenn va hen̄chou dira-z-han̄.

16Hag hén̄ a vézô da Zalver d’in: râk pilpouz é-béd na zeûi dira-z-han̄.

17Selaouit va frézeg, ha digorit hô tiskouarn d’am lavariou-gôlôet.

18Ma venn barnet, mé a oar é venn kavet dinam.

19Piou eo ann hini a fell d’ézhan̄ béza barnet gan-én̄? Deûet. Pérâg é venn-mé bévézet dilavar?

20Diou zra na c’houlennann kén digan̄-éz, ha goudé-zé na guzinn két a zira-z-od.

21Pella da zourn diwar-n-oun, ha na spoun̄t két ac’hanoun gan̄d da heûz.

22Galv ac’hanoun, ha mé a respoun̄tô d’id; pé mé a gomzô, ha té a respoun̄tô d’in.

23Péd fallagriez ha péd péc’hed em eûz-mé gréat? Diskouéz d’in va gwallou ha va faziou.

24Pérâg é kuzez-té da zremm, hag é sellez-té ouz-in ével da enébour?

25Da c’halloud a ziskouézez a-énep eunn delien a zô kaset gan̄d ann avel, war-lerc’h eur gôlôen zéac’h éz éz:

26Râk traou c’houérô a skrivez em énep, hag é fell d’id va bévézi enn abek da béc’héjou va iaouan̄ktiz.

27Er c’héfiou éc’h eûz lékéat va zreid, ha va holl wénodennou éc’h eûz arvestet, hag éc’h eûz sellet-pîz out roudou va zreid.

28Mé péhini a dlé béza bévézet ével eunn dra vrein, hag a dlé don̄t da véza hén̄vel oud diḻad debret gan̄d ann tartouzed. ———— XIV. PENNAD. Péger berr ha péger reûzeûdik eo (T) buez ann dén war ann douar.

← Levr Job 12Read In The App, Free →Levr Job 14 →

Study Levr Job 13

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142