Levr Job 8
1Neûzé Baldad, ar Suhiad, a respoun̄taz, hag a lavaraz:
2Bété pégeit é komzi-té ével sé, hag é vézô gériou da c’hénou ével eunn avel gré?
3Ha Doué a falla hé varn (M)? Ha diskara a ra ann Holl-c’halloudek ar péz a zô reiz?
4Pétrâ-bennâg ma hô deûz péc’het da vipien enn hé énep, ha ma en deûz hô dilézet enn abek d’hô fallagriez;
5Koulskoudé mar savez diouc’h ar min̄tin étrézé Doué, ha mar pédez ann Holl-c’halloudek;
6Mar kerzez er glanded hag er reizded, é tihunô râk-tâl, hag éz ai étrézég enn-oud, hag é lakai ar péoc’h enn da dî reiz:
7Enn hévélep doaré, mar d-eo bet dister da wélout da stad gen̄ta, da stad divéza a vézô brâz-meûrbed (M).
8Râg goulenn oud ar rummou ken̄t, hag en̄klask gan̄t préder é én̄vor hon tadou.
9(Râg abaoué déac’h omp ganet (T), ha na ouzomp nétrâ, ô véza ma trémen hon deisiou ével eur skeûd war ann douar.)
10Hag hi a zeskô ac’hanod; komza a rain̄t ouz-id, hag é tisklerien̄t d’id ménosiou hô c’haloun.
11Ha béz’ é hell glazvézi ar broenn hép glébor? Pé sével ann hesk hép dour?
12Pa éma c’hoaz enn hé vleûn̄, hép ma lékéeur ann dourn war-n-ézhan̄, é tizec’h ken̄toc’h égéd ar géot all.
13Ével-sé éma hen̄chou ar ré a an̄kounac’ha Doué, ha géd ann orbidour a ielô-da gét.
14Hé ziboell a zisplijô d’ézhan̄ hé-unan, hag hé fisian̄s a vézô ével eur gwiad kefnid. 19 En em harpa a rai war hé dî, ha na vézô két stard; hé skôra a rai, ha na choumô két enn hé zâ.
16Doaré leiz en deûz abarz ma teû ann héol, ha kerken̄t ha ma sâv, é teû hé gellid er-méaz.
17Enn eur bern mein é kresk hé c’hrisiou, hag é-touez ar bili en em stardon̄t.
18Ma hé zic’hrisienneur eûz hé léac’h, hé-man̄ a zinac’hô anézhan̄, hag a lavarô: N’az anavézann két.
19Lévénez hé hen̄t, eo ma savô c’hoaz ré all eûz ann douar.
20Doué na zistolô két ann dén eeun, ha na astennô két hé zourn d’ar ré fallagr,
21Kén na vézô da c’hénou leûn a c’hoarz, ha da vuzellou leûn a lévénez.
22Ar ré a gaséé ac’hanod a vézô gôlôet a véz; ha telt ar ré fallagr a vézô diskaret. ———— IX. PENNAD. Job a anavez galloud Doué. En em vuélaad a ra dira-z-han̄.