Levr ar Salmoù 1
1Euruz ann dén, péhini n’en deûz két kerzet é ali ar ré fallagr, ha né két choumet é hen̄t ar béc’hérien, ha né két bét azézet é kador ann drougiez;
2Hôgen péhini a laka hé ioul é lézen ann Aotrou, hag a laka hé spéred el lézen-zé nôz-deiz;
3Hag hén̄ a vézô ével eur wézen a zô plan̄tet war-harz réd ann douréier, hag a roio hé frouez énn hé amzer: hag hé zelien na gouézô két; ha kémen̄d a rai a zeûi da vâd.
4Né két ével-sé é-kén̄ver ar ré fallagr; hôgen hi a zo ével ar poultr a zô skubet gan̄t ann avel diwar c’horré ann douar.
5Râk-sé ar ré fallagr na zavin̄t két eûz a varô da véô, évit ho gloar, da zeiz ar varn, nag ar béc’herien né vézin̄t két é-touez ar ré reiz. (M).
6Râg ann Aotrou a anavez hen̄t ar ré reiz; hag hent ar ré fallagr a iélô da-gét. ———— II. PSALM.