The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 24

1Enn naved bloaz, enn dékved mîz, enn dekved deiz eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout:

2Mâb dén, skriv évid-od hanô ann deiz-man̄; râg enn deiz-man̄ eo savet roué Babilon a-énep Jéruzalem.

3Hag é komzi oud ann ti héguz gan̄d eul lavar-trôet, hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Kémer eur pôd; kémer, émé-vé, ha laka dour enn-han̄.

4Dastum tammou kîk enn-han̄, eûz al lec’hiou gwella, ar vorzed, ar skoaz, ann tammou dilennet ha leûn a eskern.

5Kémer al larta loéned, ha laka ann eskern a vern dindân ar c’hîk: laka-hi da virvi kaer, kén na boazô ann eskern a zô ébarz.

6Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Gwâ ar géar a c’hoad, ar pôd a zô merklet, ha n’az a két ar merkl diout-han̄; tenn ar c’hîk anézhan̄ a-damm-é-tamm, hép ma vézo taolet ar sort war-n-ézhô.

7Râg hé goâd a zô enn hé c’hreiz: war ar méan al lampra é deûz hé skuḻet; n’é deûz két hé skuḻet war ann douar, évit na vijé két gôlôet gan̄d ar poultr.

8Évit lakaad da gouéza va frouden war-n-ézhi, hag en em ven̄ji anézhi, é rôinn hé goâd da skuḻa war ar méan al lampra évit na vézô két gôlôet.

9Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Gwâ ar géar a c’hoad, é béhini é rinn eur c’hrac’hel-geûneûd vrâz.

10Bernit ann eskern, évit ma hô dévinn; ar c’hîg a vézô bévézet; ann holl dammou a vézô poazet, hag ann eskern a iélô-da-nétra.

11Laka ivé ar pôd goullo war ar glaou béô, évit ma tommô ha ma loskô hé arem; ma teûzô hé genn enn-han̄, ha ma vézô bévézet hé verkl.

12Enn aner eo bét labouret ha c’houézet évit tenna ar merkl anézhan̄, né két éat zôkén gan̄d ann tân.

13Argarzuz eo da hudurez: râk fellet eo bét d’in da c’hlana, ha n’oud két bét glanet eûz da zaotrou; hôgen na vézi mui glanet, kén n’am bézo lékéat da arzaôi va frouden war-n-od.

14Mé ann Aotrou em euz komzet: Deûet, hag é rinn. N’az inn két ébiou, na esperninn két, na habaskainn két: hervez da hen̄chou, hag hervez da ôberiou é varninn ac’hanod, émé ann Aotrou.

15Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:

16Mâb dén, chétu mé a zigasô eur gouli war-n-od, ô skrapa d’id ar péz a zô ann hétusa d’as daoulagad; ha na geinvani két, ha na wéli két, ha na skuḻi két a zaérou.

17Hirvoudi a rî enn eur dével, na rî két kaon̄ ar ré varô; da gurunen a choumô liamet war da benn, ha da voutou a vézô oud da dreid; na c’hôloi két da c’hénou gan̄d eul liénen, ha na zébri két boed ar c’haon̄.

18Komza a rîz éta oud ar bobl diouc’h ar min̄tin, ha va grég a varvaz diouc’h ar pardaez; hag é rîz an̄trônôz-vin̄tin ével ma oa bét gourc’hémennet d’in.

19Hag ar bobl a lavaraz d’in: Pérâk na zisklériez két d’é-omp pétrâ eo da lavarout ar péz a réz?

20Ha mé a lavaraz d’ézhô: Gér ann Aotrou a zô deûet d’in, ô lavarout:

21Lavar da dî Israel: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zaotrô va san̄tuar, fougé hô péli hag ar péz a zô ann hétusa d’hô taoulagad, ha diwar-benn péhini é saouzan hoc’h éné; hô mipien hag hô merc’hed péré hoc’h eûz lézet, a gouézô dindan ar c’hlézé.

22Ha c’houi a rai ével ma em eûz gréat; na c’hôlôot két hô kénou gañd eul liénen, ha na zebrot két boéd ar c’haon̄,

23Kurunennou hô pezô war hô pennou, ha boutou oud hô treid; na geinvanot két ha na wélot két; hôgen dizéc’ha a réot enn hô fallagriézou; ha pép-hini ac’hanoc’h a geinô diwar benn hé vreûr.

24Hag Ézékiel a vézô da arouéz d’é-hoc’h. Kémen̄d en deûz gréat a réot, pa vézô deûet ann amzer; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

25Ha té, mab dén, pa zeûi ann deiz é péhini é tenninn hô ners digan̄t-hô, ha lévénez hô gloar, ha kémen̄d a zô hétuz d’hô daoulagad, kémen̄d a râ éhan hô énéou, hô mipien hag hô merc’hed.

26Enn deiz-zé, pa zeûi eunn dén da dec’hout, ha da rei kélou d’id;

27Enn deiz-zé, émé-vé, é vézô digoret da c’hénou gan̄d ann hini a vézô bét tec’het; ha té a gomzô, ha na davi mui; ha té a vézô da arouéz d’ézhô, hag a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XXV. PENNAD Diougan a-éneb ann Ammonied, ar Voabited, ann Iduméed, hag ar Filistined.

← Levr Yehezkel 23Read In The App, Free →Levr Yehezkel 25 →

Study Levr Yehezkel 24

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748