The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 10

1Neuzé é selliz, hag é wéliz enn ebr a oa a-ziouc’h da benn ar Gérubined, ével eur méan safir, hag ével doaré eunn trôn.

2Hag hen̄ a gomzaz oud ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a lavaraz d’ézhan̄: Kéa é-kreiz ar rôdou a zô dindân ar Gérubined, ha kémer leiz da zourn eûz ar glaou tân a zô étré ar Gérubined, ha skûḻ-hen̄ war ar géar. Hag hen̄ a iéaz dira-z-oun.

3Ar Gérubined a ioa enn hô zâ enn tû déou eûz ann tî p’az éaz ann dén ébarz; hag eur goabren a leûnias al leuren a-ziabarz.

4Ha gloar ann Aotrou a zavaz diwar ar c’hérubin, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî; hag ar goabren a leûniaz ann tî, hag al leuren a oé leûniet gan̄t skéd gloar ann Aotrou.

5Trouz askellou ar Gérubined a gléved bétég el leuren a-ziavéaz, ével mouéz Doué holl c’halloudek pa gomz.

6Ha p’en dôé gourc’hémennet d’ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, ô lavarout: Kémer tân eûz a greiz ar rôdou a zô étré ar Gérubined; hén̄ a iéaz, hag a choumaz enn hé zâ dirâg unan eûz ar rôdou.

7Hag eur C’hérubin a astennaz hé zourn eûz a greiz ar Gérubined, étrézég ann tân a ioa étré ar Gérubined; hag é kéméraz, hag é rôaz é daouarn ann hini a oa gwisket gan̄t lien tân; hag hé-man̄ ô véza hé gémeret a iéaz er-méaz.

8Hag é oé gwélet é doaré dourn eunn dén er Gérubined, dindân hô askellou.

9Neûzé é selliz, hag é wéliz peder rôd é-tâl ar Gérubined, eur rôd é-tâl eur C’hérubin, hag eur rôd é-tal eur C’hérubin all; hôgen ar rôdou a ioa héñvel oud ar méan krisolit;

10Hag hô féder é oan̄t hén̄vel; ével pa vé eur rôd enn eur rôd all.

11Ha pa valéen̄t, é kerzen̄t war bévar zû; ha na zistrôen̄t két pa gerzen̄t; hôgen p’az éa ann hini gen̄ta war eunn tû, ar ré all a iéa war hé lerc’h, ha na zistrôen̄t két.

12Korf ar péder rôd, hô gouzoug, hag hô daouarn, hag hô askellou, hag hô c’helc’hiou, a oa leûn a lagadou trô-war-drô.

13Hag hen̄ a c’halvaz dira-z-oun ar rôdou-zé, ar rôdou skan̄v.

14Hôgen pép-hini anézhô en dôa péder dremm; ann dremm gen̄ta, dremm eur C’hérubin; ann eil zremm, dremm eunn dén; ann drédé, dremm eul léon, hag ar bévaré, dremm eunn er.

15Hag ar Gérubined en em c’horreas; ann hévélep anévaled oa, em bôa gwélet é-tâl ster C’hobar.

16Pa valéé ar Gérubined, ar rôdou a gerzé ivé enn hô c’hen̄ver; ha pa zavé ar Gérubined hô askellou évid en em c’horréa diouc’h ann douar, na arzaôé két ar rôdou, hôgen enn hô c’hén̄ver édon̄t bépréd.

17Pa arzaôé ar ré-man̄, é arzaôen̄t; ha pa en em c’horréen̄t, en em c’horréen̄t; râg ar spéred a vuez a oa enn-hô.

18Ha gloar ann Aotrou a iéaz er-méaz eûz a dreûzou dôr ann templ; hag a savaz war ar Gérubined.

19Hag ar Gérubined ô sével hô askellou en em c’horréaz diouc’h ann douar dira-z-oun; ha p’az éjon̄t-kuît, ar rôdou a iéaz ivé war hô lerc’h; hag hî a arzaôaz war dreûzou dôr tî ann Aotrou war-zû ar sav-héol; ha gloar Doué Israel a oa war-n-ézhô.

20Ann hévéleb anévaled eo em bôa gwélet dindân Doué Israel, é-tâl ster C’hobar; hag anaoud a rîz pénaos é oa Kérubined.

21Pép-hini anézhô en dôa peder dremm, ha pép-hini péder askel, ha doaré dourn eunn dén dindân hô askellou.

22Doaré hô dremmou a oa hén̄vel oud ann dremmou em bôa gwélet é-tâl ster C’hobar; hag ivé hô sell, hag ann err gan̄t pehini é kerzen̄t râg-énep d’ézhô. ———— XI. PENNAD Diougan a-éneb ar ré a zisprizé gourdrouzou ar brofédéd.

← Levr Yehezkel 9Read In The App, Free →Levr Yehezkel 11 →

Study Levr Yehezkel 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748