The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 39

1Hôgen té, mâb dén, diougan a-énep Gog, ha lavar: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû war-n-od, Gog, prin̄s ha penn Mosoc’h ha Tubal.

2Ha mé az lakai da drei a bép tû, hag az tigasô er-méaz, hag az lakai da biña eûz a dû ann han̄ter-nôz; hag é kasinn ac’hanod war vénésiou Israel.

3Terri a rinn da wareg enn da zourn kleiz, hag é likiinn da gouéza da zaésiou eûz da zourn déou.

4War vénésiou Israel é kouézi, té ha da holl vrézélidi, ha da holl boblou a zô gan-éz; d’al loéned ferô, d’al laboused, ha d’ann holl evned, ha da loéned ann douar, em eûz da rôet da voéd.

5War c’horré ar mésiou é kouézi; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué.

6Ha mé a gasô ann tân war Vagog, ha war ar ré a choum enn énézi gan̄t fisian̄s: hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

7Ha mé a rôi da anaout va hanô san̄tel é-kreiz va fobl a Israel, ha na lézinn mui da zaotra va hanô san̄tel; hag ar brôadou a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, San̄t Israel.

8Chétu é teû, chétu eo deûet, émé ann Aotrou Doué; hé-man̄ eo ann deiz a béhini em eûz komzet.

9Hag ar ré a choum é kériou Israel a iélô er-méaz; hag hî a zévô hag a loskô ann armou, ann tirennou, ar goafiou, ar gwarégou, hag ar saésiou, hag ar bisier dourn, hag ar pikou; hag hî hô loskô gan̄d ann tân a-héd seiz vloaz.

10Ha na zigasin̄t két a goat eûz ar mésiou, ha na drouc’hin̄t két a geûneûd er c’hoajou; râg hî a rai tân gan̄d ann armou-zé; preiza a rain̄t ar ré hô dôa hô freizet, gwasta a rain̄t ar ré hô dôa hô gwastet, émé ann Aotrou Doué.

11Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé; rei a rinn da C’hog enn Israel eul léac’h brudet da véz, traon̄ien ann dréménidi, é sâv-héol ar môr; hag ar ré a dréménô a vézô souézet: hag hî a vésiô énô Gog hag hé holl armé; hag al léac’h-zé a vézô galvet traon̄ien brézélidi Gog.

12Ha tî Israel a vésiô anézhô a-héd seiz miz, évit karsa ann douar.

13Holl bobl ar vrô hô bésiô; hag ann deiz-zé é péhini em bézô san̄télet va hanô, a vézô évit-hô eunn deiz brudet-brâz émé ann Aotrou Doué.

14Hag hî a lakai tûd évit emwélout ar vrô bépréd, évid en̄klaskout ha bésia ar ré a vézô choumet war-c’horré ann douar, évid hé garza; goudé seiz miz é téraouin̄t ôber ann en̄klask-zé.

15Hag hî a gerzô war-drô d’ar vrô; ha pa wélin̄t askourn eunn dén, é likiin̄t eunn arouéz out-han̄, évit ma vézô bésiet gan̄d ar vésiérien é traonien brézélidi Gog.

16Hôgen Amona eo hanô ar géar; hag hî a garzô ann douar.

17Hôgen té, mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Lavar d’ann holl laboused, ha d’ann holl evned, ha da holl loéned ar mésiou: Deûit kévret, hastit, rédit a bép tû étrézég ar viktim em eûz lazet évid-hoc’h, ar viktim brâz a zô war vénésiou Israel; évit ma tebrot hé gîk, ha ma évot hé c’hoad.

18Kîg ar ré gré a zébrot, ha goad prin̄sed ann douar a évot; eûz ann tourzed, hag eûz ann ein, hag eûz ar vouc’hed, hag eûz ann tirvi, eûz ann evned-mûz, hag eûz ar ré larda.

19Ha c’houi a zébrô lard enn hô kwalc’h, hag a évô goad kén na vézviot, eûz ar viktim a lazinn évid-hoc’h.

20Ha c’houi en em walc’hô war va zaol gan̄d ar marc’h, ha gan̄d ar marc’hek kré, ha gan̄d ann holl dûd a vrézel, émé ann Aotrou Doué.

21Ha mé a lakai va gloar é-touez ar brôadou; hag ann holl vrôadou a wélô ar varnédigez em bézô gréat, ha va dourn em bézô pounnéréet war-n-ézhô.

22Ha tî Israel a wézô pénaoz eo ann Aotrou hô Doué, a neûzé, ha da-vikenn.

23Hag ar brôadou a wézô pénaoz tî Israel a zô deûet da sklâv enn abek d’hé fallagriez, ô véza ma hô deûz va dilézet, hag em eûz kuzet va dremm out-hô, hag em eûz hô lékéat étré daouarn hô énébourien, hag in̄t kouézet holl dindan ar c’hlézé.

24Hervez hô saotr hag hô gwall em eûz gréat d’ézhô, hag em eûz kuzet va dremm out-hô.

25Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Bréman̄ é tigasinn sklaved Jakob, hag em bézô truez oud holl dî Israel; hag é teûi oaz d’in évit va hanô san̄tel.

26Hag hî a zougô ho mézégez, hag ann holl fallagriézou hô deûz gréat em énep, pa choumin̄t enn hô brô hô-unan gan̄t fisian̄s, hag héb aoun râk dén:

27P’am bézô hô digaset eûz a dôuez ar brôadou, hag em bézô hô strollet eûz a vrôiou hô énébourien, hag é vézinn bét san̄télet enn hô zouez dirâk kalz a vrôadou.

28Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Doué, ô véza ma em eûz hô dizouget é-touez ar brôadou, ha ma em eûz hô strollet enn hô brô hô-unan, ha n’em eûz lézet hini anézhô énô.

29Ha na guzinn mui va dremm out-hô; râk skuḻa a rinn va spéred war holl di Israel, émé ann Aotrou Doué. ———— XL. PENNAD Ar profed a wél assével eur géar hag eunn templ.

← Levr Yehezkel 38Read In The App, Free →Levr Yehezkel 40 →

Study Levr Yehezkel 39

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748