The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 15

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz din, ô 1avarout:

2Mâb dén, pétrâ a vézô gréat eûz ar c’hoat gwini, é-touez ann holl goajou, hag ann holl wéz a zô er c’hoajou?

3Ha béz’ é helleur kéméroud eûz hé goat évid ôber eul labour-bennâg, pé ôber eunn hibil gan̄t-han̄, évit lakaad ennn dra a-zistribiḻ out-han̄?

4Chétu é rôeur anézhan̄ da voéd d’ann tân; ann tân a losk ann daou benn anézhan̄, hag ar c’hreiz a zô lékéat é ludu; ha mad é vézô da ôber eunn dra-bennâg?

5Pa oa krenn, ne oa mâd da nétra; pa vézô bét losket ha dévet gan̄d ann tân, ha mâd é vézô da eul labour-bennâg?

6Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma em eûz roet ar c’hoat gwini, é-touez gwéz ar c’hoajou, d’ann tân évit béza dévet, ével-sé é rinn da dûd Jéruzalem.

7Ha mé a lakai va dremm enn hô énep; don̄t a rain̄t er-méaz eûz ann tân, hag ann tân hô bévézô; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou; p’am bézô lékéat va dremm enn hô énep,

8Ha p’am bézô lékéat hô douar da véza dihen̄t; ô véza ma in̄t bét gwallérien, émé ann Aotrou Doué. ———— XVI. PENNAD Dizanaoudégez ha gwallou all Jéruzalem.

← Levr Yehezkel 14Read In The App, Free →Levr Yehezkel 16 →

Study Levr Yehezkel 15

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748