Levr Yehezkel 41
1Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun enn templ, hag a ven̄taz ar postou, eûz a c’houéac’h ilinad a léd enn eunn tû, hag eûz a c’houéac’h ilinad a léd enn tû all, ével léd ann tabernakl.
2Ha léd ann ôr a ioa eûz a zég ilinad; ha kostésiou ann ôr eûz a bemb ilinad enn eunn tû, hag eûz a bemb ilinad enn tu all; hag hen̄ a ven̄taz ann templ, eûz a zaou-ugen̄t ilinad a héd, hag eûz a ugen̄t ilinad a léd.
3Hag hén̄ a iéaz ébarz, hag a ven̄taz post ann ôr eûz a zaou ilinad; hag ann ôr eûz a c’houéac’h ilinad, ha léd ann ôr eûz a zeiz ilinad.
4Hag hén̄ a ven̄taz dirâk tâl ann templ eunn héd a ugen̄t ilinad, hag eul léd a ugen̄t ilinad, hag é lavaraz d’in: Aman̄ éma san̄t ar zen̄t.
5Hag hen̄ a ven̄taz môger ann tî eûz a c’houéac’h ilinad; ha léd ar c’hostez eûz a bévar ilinad a bép tû trô-war-drô d’ann tî.
6Hôgen al lôgou, lôg ouc’h lôg, diou wéach teir ha trégon̄t: béz’ ez oa skoazellou-plég a zavé enn-drô da vôger ann tî, évit skôra frammou al lôgou, héb béza harpet war vôger ann templ.
7Béz’ éz oa eunn dérez roun̄d, hag a biñé é doaré eur werzid, hag a iéa, enn eur drei, bétég ar gampr uc’héla eûz ann templ: râk-sé ann templ a oa éc’honoc’h ouc’h-kréac’h égéd ouc’h-traon̄; hag ével-sé é piñed dré greiz eûz ar penn izéïa d’ar penn uc’héla.
8Ha mé a wélaz al lôgou a oa é penn ann ti trô-war-drô; hag hî hô dôa men̄t eur gorsen pé c’houéac’h ilinad.
9Ha tévder ar vôger a-ziavéaz a oa enn-drô d’al lôgou, eûz a bemb ilinad; hag ann tî a-ziabarz a oa é-kreiz eunn ti all.
10Étré ar c’hamprou-zé hag ann tî éz oa eunn héd a ugen̄t ilinad a bép tû trô-war-drô,
11Ha dôr al lôg war-zû léac’h ar béden; eunn ôr war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn ôr war-zû ar c’hrésteiz; ha léd léac’h ar béden, eûz a bemb ilinad trô-war-drô.
12Kévren ann tî a oa rannet, ha trôet war-zû ann hen̄t a zell oud ar môr, a oa eûz a zég ilinad ha tri-ugen̄t a léd; ha môger ann tî a oa eûz a bemb ilinad a devder trô-war-drô; hag hé héd eûz a zég ilinad ha pévar-ugen̄t.
13Hag hén̄ a ven̄taz ann tî, eûz a gan̄t ilinad a héd; hag ar gévren eûz ann tî a oa rannet, eûz a gan̄t ilinad a héd.
14Hag al léd dirâk tâl ann tî, hag ann hini a oa rannet é tû ar sâv-héol, eûz a gan̄t ilinad.
15Hag hén̄ a ven̄taz héd ann tî, dirâg ann hini a oa rannet diouc’h ann diadré, hag ar pon̄dalésiou a bép tû, eûz a gan̄t ilinad, gan̄d ann templ a-ziabarz, ha porchédou al leûren.
16Ann treûzou, hag ar prénestrou a-dreûz, hag ar pon̄dalésiou trô-war-drô é tri zû, dirâk pép treûzen, hag hî gôlôet a goat a bép tû; hôgen ann douar a iéa bétég ar prenestrou, hag ar prénestrou a oa serret a-ziouc’h ann ôriou.
17Ha bétég enn tî a-ziabarz, hag enn holl vôger trô-war-drô, enn diabarz hag enn diavéaz, diouc’h ar ven̄t.
18Ha kérubined ha gwéz palmez kizellet: eur wézen-balmez étré pép kérubin; hag ar gérubined hô dôa diou zremm:
19Dremm eunn dén oud eur wézen-balmez enn eunn tû, ha dremm eul léon oud ar wézen-balmez enn tû all; hag ével-sé é oa reizet enn tî holl trô-war-drô.
20Adaleg ann douar bété lein ann ôr, é wéled ar gérubined hag ar gwéz-palmez kizellet war vôger ann templ.
21Pévar-c’hornek é oa ann ôr, ha tâl ar san̄tuar; gwél ouc’h gwél.
22Ann aoter, péhini a oa a goat, en dôa trî ilinad a uc’hélded, ha daou ilinad a héd; hag hé c’horniou, hag hé gorré, hag hé c’hostésiou a oa a goat. Hag hen̄ a lavaraz d’in: Chétu ann daol a dlé béza dirâg ann Aotrou.
23Diou zôr a ioa enn templ hag er san̄tuar.
24Hag enn diou zôr éz oa ivé diou zôrik a bep tû, péré en em blégé ann eil war ébén; ha diou zôrik a ioa a bép tû d’ann ôr vrâz.
25Ha war zôriou ann templ éz oa kizellet kérubined ha gwéz-palmez, ével ma oan̄t kizellet war ar môgériou: râk-sé éz oa treûstou koat é-tâl ar porched enn diavéaz.
26War ar ré-zé éz oa prénestrou a-dreûz, ha doaréou gwéz-palmez a bép tû, war beûliou ar porched, war gostésiou ann tî, ha war ar vôger holl. ———— XLII. PENNAD Men̄t kamprou ann ten̄zor.