The Bible Software
Levr Yehezkel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehezkel 42

1Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun el leûren a-ziavéaz, dré ann hen̄t a gâs d’ann han̄ter-nôz; hag hén̄ am lékeaz da von̄t é kampr ann ten̄zor, a ioa râg-éeun d’ann tî rannet, ha d’ann hini a oa trôet oud ann han̄ter-nôz.

2Ann héd eûz a dâl ann tî-zé adalek dôr ann han̄ter-nôz a oa eûz a gan̄t ilinad, hag al léd eûz a han̄ter-kan̄t ilinad.

3Oud al leûren a-ziabarz eûz a ugen̄t ilinad, hag oud al leûren a-ziavéaz pavézet gan̄t mein, é péléac’h édô ar pondalez frammet out trî pon̄dalez all.

4Ha dirâk kamprou ann ten̄zor éz oa eur palier eûz a zég ilinad a léd, a zellé oud ann diabarz war-zû eunn hen̄t eûz a eunn ilinad; hag hô dôriou a oa oud ann han̄ter-nôz:

5Kamprou ann ten̄zor a oa izéloc’h oud kréac’h, ô véza ma oan̄t harpet war ar pon̄dalésiou, péré a valégé ouc’h traon̄, hag é-kreiz ann tî.

6Râk trî c’hembot a ioa, ha n’hô dôa két a beûliou, ével ma oa peûliou al leûrennou; râk-sé é valégen̄t ouc’h ann douar hag é-kreiz eûz a han̄ter-kan̄t ilinad.

7Ar vôger a-ziavéaz eûz a gamprou ann ten̄zor, péré a oa é hen̄t al leûren a-ziavéaz dirâg ar c’hamprou, é dôa han̄ter-kan̄t ilinad a héd.

8Râg ann héd eûz a gamprou ann ten̄zor el leûren a-ziavéaz a ioa eûz a han̄ter kan̄t ilinad, hag hô hed, dirâk tal ann templ, eûz a gan̄t ilinad.

9Ha dindân ar c’hamprou-zé eûz ann ten̄zor éz oa eunn hen̄t war-zû ar sâv-héol, évid ar ré a zeûé dî eûz al leûren a-ziaveaz.

10É tevder moger al leûren a oa râg-énep da hen̄t ar sâv-héol, ouc’h tâl ann ti rannet, éz oa c’hoaz kamprou dirâg ann tî-zé.

11Eunn hen̄t a oa ivé dirâg ar ré-man̄, é-c’ hîz ma oa dirâg ar c’hamprou a oa war-zû ann han̄ter-nôz; hô héd a oa unvan, hag hô léd ivé; hag ivé hô hen̄t, hag hô doaré, hag ho dôriou,

12Ével dôriou ar c’hamprou a oa enn hen̄t a zellé oud ar c’hrésteiz, ével-sé é oa ivé eunn ôr é penn ann hen̄t a oa dirâg ar porched rannet, évid ar ré a zeûé eûz ar sâv-héol.

13Hag hén̄ a lavaraz d’in: Kamprou ann han̄tez-nôz, ha kamprou ar c’hrésteiz, péré a zô dirâg ann tî rannet, ar ré-zé a zô kamprou san̄tel; enn-hô eo é tebr ar véléien, péré a dôsta oud ann Aotrou er san̄tuar: énô eo é lékéon̄t ann traou san̄tel, hag ar c’hennig évid ar péc’hed hag évid ar gwall; râg al léac’h a zô san̄tel.

14Pa vézô éat ar véléien ébarz, na zeûin̄t két er-méaz eûz al léac’h san̄tel el leûren a-ziavéaz, kén n’hô dévézô lézet énô ann diḻad gan̄t péré é réon̄t hô c’harg, rak san̄tel in̄t; hag hî a wiskô diḻad all, abarz m’az ain̄t é-touez ar bobl.

15P’en dôé peûr-ven̄tet ann tî a-ziabarz, é kasaz ac’hanoun dré ann ôr a zellé oud ar sâv-héol: hag hén̄ a ven̄taz ann héd a bép tû trô-war-drô.

16Hén̄ a ven̄taz éta tû ar sâv-héol gan̄d ar gorsen-ven̄t, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

17Hag hén̄ a ven̄taz tû ann han̄ter-nôz, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

18Hag hén̄ a ven̄taz tû ar c’hrésteiz, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

19Hag hen̄ a ven̄taz tû ar c’hûs-héol, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

20Hag hén̄ a ven̄tas ar voger a bép tû, hervez ar béder avel trô-war-drô, pemp kan̄t korsennad a héd, ha pemp kan̄t korsennad a léd, étré ar san̄tuar ha léac’h ar bobl. ———— XLIII. PENNAD Men̄t ann aoter.

← Levr Yehezkel 41Read In The App, Free →Levr Yehezkel 43 →

Study Levr Yehezkel 42

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748