Levr Yehezkel 8
1Chétu pétrâ a c’hoarvézaz er c’houec’hved bloaz, er c’houec’hved mîz, er pempved deiz eûz ar mîz; édoun azezet em zî, hag hénaoured Juda a oa azézet dira-z-oun, ha dourn ann Aotrou Doué a gouézaz énô war-n-oun.
2Hag é selliz, ha chétu unan é doaré tân; adaleg hé zigroazel hag izéloc’h, tân; hag adaleg hé zigroazel hag uc’héloc’h é doaré skéd, hen̄vel out goularz.
3Hag é wéliz ével eunn dourn a grogaz enn-oun dré vléô va fenn; hag ar spéred a c’horréaz ac’hanoun étré ann douar hag ann én̄v, hag a gasaz ac’hanoun da Jéruzalem enn enr wélédigez Doué, é-tal ann ôr a-ziabarz, a zellé oud ann hanter-nôz, el léac’h ma oa lékéat idol ann oaz, évid héga oaz ann Aotrou.
4Ha chétu édô éno gloar Doué Israel, hervez ar wélédigez em bôa bét war ar méaz.
5Hag hén̄ a lavaraz d’in: Mab dén, saô da zaoulagad étrézég hen̄t ann han̄ter-nôz. Hag é saviz va daoulagad étrézég hen̄t ann han̄ter-nôz; ha chétu é wéliz war-zû han̄ter-nôz dôr ann aoter, idol ann oaz, a ioa er porched.
6Hag hén̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, ha té a wél pétrâ a râ ar ré-zé, ann argarzidigézou brâz a ra aman̄ tî Israel, évit va lakaad da bellaad diouc’h va zan̄tuar? Ha mar trôez adarré, é wéli argarzidigézou brasoc’h.
7Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun oud dôr ar porched; hag é selliz, hag é wéliz eunn toull er vôger.
8Hag hén̄ a lavaraz d’in: Mâb dén, toull ar vôger, ha p’am bôé toullet ar vôger, é wéliz eunn ôr.
9Hag hén̄ a lavaraz d’in: Kéa ébarz, ha gwél ar gwall argarzidigézou a râ ar ré-zé azé.
10Mon̄d a rîz ébarz, hag é wéliz a bép doaré aéred ha loéned, hag argarzidigez tî Israel; hag ann holl idolou-zé a oa pin̄tet war ar vôger trô-war-drô.
11Ha dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured tî Israel a oa enn hô sâ dirâg ann traou pin̄tet-zé; ha Jézonias, mâb Safan, a oa enn hô c’hreiz; pép-hini anézhô eo dôa eunn ézan̄souer enn hé zourn; ha môged ann ézan̄s a zavé enn éar.
12Hag hén̄ a lavaraz d’in: Évit-gwîr é wélez, mâb dén, ar péz a râ hénaoured tî Israel enn amc’houlou, ar péz a râ pép-hini anézhô é-kûz enn hé gampr; râg hî a lavar: Ann Aotrou n’hor gwél két; ann Aotrou en deûz dilézet ann douar.
13Hag hén̄ a lavaraz d’in: Trô adarré, hag é wéli gwasoc’h argarzidigézou égéd ar ré a râ ar ré-man̄.
14Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun oud dôr ti ann Aotrou, a zellé oud ann han̄ter-nôz: ha chétu é oa énô gragez azézet, hag a wélé diwar-benn marô Adonis.
15Hag hen̄ a lavaraz d’in: Kémen̄t-sé a wélez, mâb dén: trô adarré, hag é wéli gwasoc’h argarzidigézou égéd ar ré-man̄.
16Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da von̄t é diabarz porched tî ann Aotrou: ha chétu é wéliz oud dôr templ ann Aotrou, étré ar porched hag ann aoter, war-drô pemp dén war-n-ugen̄t, a drôé hô c’hein out templ ann Aotrou, hag hô daoulagad oud ar sâv-héol; évid azeûli ar sâv-héol.
17Hag hén̄ a lavaraz d’in: Kémen̄t-sé a wélez, mâb dén; ha skan̄v eo da dî Juda béza gréat ann argarzidigézou-zé, béza leûniet ann douar a fallagriez, ha béza trôet évit va heskin? Ha chétu é lékéon̄t eur skourr oud hô difron.
18Râk-sé éc’h aozinn anézhô em frouden; va lagad n’hô espernô két, ha n’am bézô két a druez out-hô; ha pa c’harmin̄t out va diskouarn gan̄d eur vouéz gré, na zélaouinn két anézhô. ———— IX. PENNAD Ar ré n’hô deûz két eunn arouéz war hô zâl a varvô.