The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 24

1Gér péhini a oé lavaret da Jérémias diwar-benn holl bobl Juda er pévaré bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda, péhini eo ar c’hen̄ta eûz a Nabukodonosor, roué Babilon,

2Hag a oé rôet da anaout gan̄d ar profed Jérémias da holl bobl Juda, ha d’ar ré holl a choumé é Jéruzalem, ô lavarout:

3Abaoé ann trizékved bloaz eûz a Josias, mâb Ammon, roué Juda, bétég ann deiz-man̄; tri bloaz war-n-ugen̄t-zô; eo deûet gér ann Aotrou étrézég enn-oun, hag em eûz hé rôet da anaout d’é-hoc’h ô sével diouc’h ar min̄tin, hag ô komza ouz-hoc’h; ha n’hoc’h eûz két sélaouet.

4Hag ann Aotrou en deûz kaset étrézég enn-hoc’h hé holl broféded hé zervichérien, ô sével diouc’h ar min̄tin évid hô c’hâs; ha n’hoc’h eûz két hô zélaouet, ha n’hoc’h eûz két dinaouet hô tiskouarn évid hô zélaoui,

5Pa hô deûz lavaret: Ra zistrôi pép-hini ac’hanoc’h eûz hé wall hen̄t, hag eûz hé vénosiou fallagr, hag é choumot a-gan̄tved-é-kan̄tvéd enn douar en deûz rôet ann Aotrou d’é-hoc’h ha d’hô tadou.

6Ha n’az ît két war-lerc’h douéed a-ziavéaz, évid hô zervicha hag hô azeûli; ha na hégit két va buanégez gan̄d ôberiou hô taouarn, ha na c’hlac’harinn két ac’hanoc’h.

7Ha n’hoc’h eûz két va zélaouet, émé ann Aotrou; hôgen va héget hoc’h eûz gan̄d obériou hô taouarn ha gan̄d hô trougiez.

8Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: O véza n’hoc’h eûz két sélaouet va gériou;

9Chétu mé a gasô, hag a gémérô holl vrôadou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou, ha Nabukodonosor, roué Babilon, va zervicher; ha mé hô digasô a-éneb ann douar-man̄, hag a-eneb ar ré a choum enn-hañ, hag a-éneb ann holl vrôadou a zô war hé drô; ha mé hô lazô, hag hô lakai da spoun̄t, ha da zorc’hen, ha da eunn distrô peur-baduz.

10Ha mé a lakai da éhana enn hô zouez mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried, trouz ar vréô, ha goulou ar c’hleûzeûr.

11Hag ann holl zouar-zé a zeûiô da eunn distrô, ha da zaouzan; hag ann holl vrôadou-zé a zervichô roué Babilon a-héd dék vloaz ha tri-ugen̄t.

12Ha pa vézô peûr-leûniet ann dék vloaz ha tri-ugen̄t, é emwélinn roué Babilon, hag ar vrôad-zé, émé ann Aotrou, enn abek d’hô fallagriez, ha douar ar C’haldéed; hag é likiinn anézhan̄ da eunn distrô peûr-baduz.

13Ha mé a zigasô war ar vrô-zé va holl c’hériou, kémen̄d em eûz lavaret enn hé énep, kémen̄d a zô skrivet el levr-man̄, kémen̄d en deûz diouganet Jérémias a-éneb ann holl vrôadou:

14O véza ma hô deûz servichet anézhan̄, pétrâ-bennâg ma’z oan̄t poblou brâz, ha rouéed brâz; ha mé a rôiô d’ézhô hervez hô ôbériou, hag hervez labour hô daouarn.

15Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Kémer eus va dourn ar c’hôp eûz a wîn va frouden, hag é rôi eûz anézhan̄ da éva d’ann holl vrôadou étrézé péré az kasinn.

16Hag hî a évô, hag a vézô strafiḻet, hag a gollô hô skian̄t, pa wélin̄t ar c’hlézé a gasinn enn hô zouez.

17Ha mé em eûz kéméret ar c’hôp eûz a zourn ann Aotrou, hag em eûz rôet eûz anézhan̄ da éva d’ann holl vrôadou étrézé péré en deûz ann Aotrou va c’haset.

18Da Jéruzalem, ha da gériou Juda, ha d’hé rouéed, ha d’hé brin̄sed: évid hô lakaad da eunn distrô, da zaouzan, ha da zorc’hen, ha da valloz ével ma en em gav hiriô:

19Da Faraon, roué ann Éjipt, ha d’hé zervichérien, ha d’hé brin̄sed, ha d’hé holl bobl.

20Ha d’ar ré holl gwitibunan; da holl rouéed brô ann Aosited, ha da holl rouéed brô ar Filistined, ha da Askalon, ha da C’haza, ha da Akkaron, ha d’ar ré a zô ô choum enn Azot;

21Ha d’ann Iduméa, ha da Voab, ha da vugalé Ammon;

22Ha da holl rouéed Tir, ha da holl rouéed Sidon, ha da rouéed brô ann énézi, a zô enn tû all d’ar môr;

23Ha da Zédan, ha da Déma, ha da Vuz, ha d’ar ré holl a douz hô bléô;

24Ha da holl rouéed ann Arabia, ha da holl rouéed ar c’hûs-héol, péré a choum enn distrô;

25Ha da holl rouéed Zambri, ha da holl rouéed Élam, ha da holl rouéed ar Védied;

26Ha da holl rouéed ann han̄ter-nôz, a dôst hag a bell, ann eil goudé égilé; ha d’ann holl rouan̄télésiou a zô war c’horré ann douar; ha roué Sésac’h a évô war hô lerc’h.

27Ha té a lavarô d’ézhô: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Évit, ha mezvit, ha disloun̄kit, kouézit, ha na zavit két dirâg ar c’hlézé a gasinn enn hô touez.

28Ha ma na fell két d’ézhô kéméroud ar c’hôp eûz da zourn évid éva, é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Éva, éva a réot.

29Râk chétu é téraouinn en̄krézi ar géar é péhini é oa galvet va hanô, ha c’houi ével pa véc’h dinam a choumfé digastiz? Na choumot két digastiz; râk mé a ia da c’hervel ar c’hlézé war ar ré holl a choum war ann douar, émé Aotrou ann arméou.

30Ha té a ziouganô d’ézhô ar gériou-zé, hag é liviri d’ézhô: Ann Aotrou a iudô eûz al léac’h uc’hel, hag é lakai da glévoud hé vouéz eûz hé dî san̄tel; iuda, iuda a rai war hé skéd; eur garm kévret a loskô a-éneb ar ré holl a choum war ann douar, é-c’hiz ma ra ar ré a wask ar rézin.

31Eat eo ann trouz bétég harzou ann douar; râg ann Aotrou a ia é barn gan̄d ar brôadou; hen̄ hé-unan a varnô pép kîk; d’ar c’hlézé em eûz rôet ar ré fallagr, émé ann Aotrou.

32Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Chétu droug a zeûiô eûz a eur vrôad da eur vrôad all; hag eur gorven̄ten vrâz a zavô eûz a bennou ann douar.

33Ar ré a vézô lazet gan̄d ann Aotrou enn deiz-zé a vézô gourvézet war ann douar, eûz ann eil penn d’é-gilé anézhan̄. Na vézô két gwélet war-n-ézhô, na vézin̄t két dastumet, na vézin̄t két bésiet; ével teil é vézin̄t lédet war ann douar.

34Iouc’hit, mésérien; ha garmit; en em c’holôit a ludu, c’houi blénérien va dén̄ved; râk peûr-leûniet eo hô teisiou, é péré é viot lazet, é viot skiñet, hag é kouézot ével listri talvouduz-brâz.

35Ar vésérien na hellin̄t két téc’hout, ha blénérien ann den̄ved na vézin̄t két dieûbet.

36Klévet é vézô mouéz ha garm ar vésérien, ha iouc’hadennou blénérien ann dén̄ved; râg ann Aotrou en deûz gwastet hô feurvanou.

37Parkéier ar péoc’h a zô tavet dirâg buanégez ha frouden ann Aotrou.

38Dilézet en deûz ével eul léon hé herberc’h, râg hô douar a zô bét dismantret gan̄t buanégez ar goulm, gan̄t buanégez ha frouden ann Aotrou. ———— XXVI. PENNAD Klaskout a réer laza Jérémias.

← Levr Yirmia 23Read In The App, Free →Levr Yirmia 25 →

Study Levr Yirmia 24

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152