The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 45

1Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias ar profed, a-éneb ar Filistined, abarz ma oé kéméret Gaza, gant Faraon.

2Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu ann douréier a zâv eûz ann han̄ter-nôz, hag hî a vézô ével eur froud dic’hlann, a c’hôlôi ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar géar ha kémen̄d a choum enn-hi; ann dûd a c’harmô, hag ar ré holl a vézô war ann douar a iudô,

3Enn abek da drouz hé armou hag hé vrézélidi, enn abek da géflusk hé girri, hag al lôd brâz eûz hô rôdou. Ann tadou n’hô deûz két sellet oud hô bugalé, ker gwan é oa hô daouarn.

4O véza ma eo deûet ann deiz é pehini é vézô dispennet ann holl Filistined, ha ma vezô kaset-da-gét Tir ha Sidon, ha kémen̄d a oa deûet va skoazel; râg ann Aotrou en deûz gwastet ar Filistined, dilerc’h énézi ar C’happadosia.

5Gaza zô deûet da véza moal (T); tavet eo Askalon, hag ann dilerc’h eûz hé draon̄ien; bété pégeit en em skéji-dé?

6O klézé ann Aotrou, bété pégeit na arzaôi két? Distrô enn da c’houin, iéna, ha tâv.

7Pénaoz éc’h arzaôfé, pa en deûz ann Aotrou rôet hé c’hourc’hémenn d’ézhan̄ a-éneb Askalon, hag a-énep aod ar môr, ha ma en deûz lavaret d’ézhan̄ pétrâ da ôber. ———— XLVIII. PENNAD Diougan a-énep Moab.

← Levr Yirmia 44Read In The App, Free →Levr Yirmia 46 →

Study Levr Yirmia 45

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152