Levr Yirmia 43
1Gér a lavaraz Jérémias ar profed da Varuc’h, mâb Nérias, goudé m’en dôé skrivet ar gériou-zé eûz a c’hénou Jérémias enn eul levr, er pévaré bloaz eûz a Joakim, mab Josias, roué Juda, ô lavarout:
2Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel ouz-id, Baruc’h:
3Té éc’h eûz lavaret: Gwâ mé a zô reûzeûdik, râg ann Aotrou en deûz digaset d’in gloaz war c’hloaz; skuiz ounn bét ô keina, ha n’em eûz két kavet a éhan.
4Ével-henn é liviri d’ézhan̄, émé ann Aotrou: Chétu mé a ziskarô ar ré em eûz savet; ha mé a zic’hrisiennô ar ré em eûz plan̄tet, hag é kollinn ann holl zouar-man̄.
5Ha té a glaskfé eunn dra-bennâg a vrâz évid-od? Na glask két: râk chétu mé a zigasô drouk ann holl gîk, émé ann Aotrou; ha mé a zavétei da vuez, é pé léac’h-bennâg m’az î. ———— XLVI. PENNAD Diwar-benn disman̄tr ann Éjipt gan̄t Nabukodonosor.