The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 28

1Chétu aman̄ gériou al lizer a gasaz Jérémias, ar profed, eûz a Jéruzalem d’ann dilerc’h eûz a hénaoured ann dizougadur, ha d’ar véleien, ha d’ar broféded, ha d’ann holl bobl, en dôa dizouget Nabukodonosor eûz a Jéruzalem da Vabilon:

2(Goudé ma oé éat Jéc’honias ar roué, hag ar rouanez, hag ar spazéien, ha prin̄sed Juda ha Jéruzalem, hag ar van̄sounérien hag ar gôfed er-méaz eûz a Jeruzalem:)

3Dré zourn Elasa, mâb Safan, ha Gamarias, mâb Helsias, a oé kaset da Vabilon gan̄t Sédesias, roué Juda, étrézé Nabukodonosor, roué Babilon, ô lavarout:

4Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel, d’ann holl zizougadur em eûz dizouget eûz a Jéruzalem da Vabilon:

5Savit tiez, ha choumit enn-hô; plan̄tit liorsou, ha débrit ar frouez anézhô.

6Kémérit gragez, ha ganit mipien ha merc’hed; ha rôit gragez d’hô mipien, ha rôit ézec’h d’hô merc’hed, ha ganen̄t-hî mipien ha merc’hed; ha paottit azé, ha na zigreskit két.

7Klaskit ivé péoc’h ar géar, é péhini em eûz lékeat hô tizougen; ha pédit ann Aotrou évit-hi; râg enn hé féoc’h éma hô péoc’h.

8Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Na vézit két touellet gan̄d hô proféded a zô enn hô touez, na gan̄d hô tiouganerien; ha na likiit két a évez oud ann huvréou hoc’h eûz huvréet.

9O véza ma tiouganon̄t gévier d’é-hoc’h em hanô; ha n’em eûz két hô c’haset, émé ann Aotrou.

10Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Pa vézô éat ébiou dék vloaz ha tri ugen̄t é Babilon, é emvélinn ac’hanoc’h; hag é sévéninn ar gér mâd em eûz rôet d’é-hoc’h oc’h hô lakaad da zistrei el léac’h-man̄.

11Râk mé a oar ar ménosiou a vennann war-n-hoc’h, émé ann Aotrou, ménosiou a béoc’h, ha nann a en̄krez, évit rei d’é-hoc’h divez hag habaskded.

12Ha c’houi a c’halvo ac’hanoun, hag éz éot- kuît; ha c’houi a bédô ac’hanoun, ha mé a glevô ouz-hoc’h.

13C’houi a glaskô ac’hanoun, hag em c’héfot, pa glaskot ac’hanoun a greiz hô kaloun.

14Hag é vézinn kavet gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou; ha mé a lakai da zistrei hô sklaved, hag a strollô ac’hanoc’h eûz a greiz ann holl vrôadou, hag eûz ann holl lec’hiou é péré em bôa hoc’h harluet, émé ann Aotrou; hag hô likiinn da zistrei eûz al léac’h, é péhini em bôa lékéat hô tizougen.

15O véza ma hoc’h eûz lavaret: Ann Aotrou en deûz lékéat proféded da zével d’é-omp é Babilon.

16Râg ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar roué a zô azézet war drôn David, ha d’ann holl bobl a choum er géar-zé, d’hô preûdeûr, péré n’in̄t két éat gan-é-hoc’h enn dizougadur.

17Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Chétu é kasinn enn hô énep ar c’hlézé, ann naounégez, hag ar vosen: ha mé hô lakai da véza evel fiez fall, péré na helleur két da zibri, ker fall in̄t.

18Ha mé a heskinô anézhô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen: ha mé a rôi anézhô da hek da holl rouan̄télésiou ann douar; ha da valloz, ha da zaouzan, ha da c’houiban, ha da vézégez d’ann holl vrôadou, é péré em eûz hô kaset,

19O véza n’hô deûz két sélaouet va gériou, émé ann Aotrou, em eûz kaset d’ézhô, gan̄d ar broféded va zervichérien, péré a zô savet diouc’h ar min̄tin, pa em eûz hô c’haset; ha n’hoc’h eûz két hô zélaouet, émé ann Aotrou.

20Hôgen sélaouit gér ann Aotrou, c’houi holl péré em eûz dizouget eûz a Jéruzalem da Vabilon.

21Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel da Ac’hab, mâb Kolias, ha da Sédésias, mab Maasias, péré a ziougan gévier d’é-hoc’h em hanô: Chétu mé a lakai anézhô étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon; hag hén̄ a lazo anézhô dirâg hô taoulagad.

22Hag ar ré holl a zô bét dizouget eûz a Juda da Vabilon, a gémérô diout-hô abek da doui ével-hen (M), ô lavarout: Ra rai ann Aotrou d’id, ével ma réaz da Zédésias ha da Ac’hab, a fritaz roué Babilon war ann tân:

23O véza m’hô dôa gréat follen̄tez enn Israel, m’hô dôa gwallet gragez hô miñouned, ha m’hô dôa lavaret em hanô traou gaou, ha n’em bôa bét gourc’hémennet d’ézhô; ha mé eo ar barner hag ann tést, émé ann Aotrou.

24Ha da Zéméias, ann Néhélamitad, é liviri:

25Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: O véza ma éc’h eûz kaset enn da hanô da-unan lizéri d’ann holl bobl a zô é Jéruzalem, ha da Zofonias, mâb Maasias, ar bélek, ha d’am holl véleien, ô lavarout:

26Ann Aotrou en deûz da lékéat da vélek é léac’h Joiada, ar bélek, évit ma vézi da benn é tî ann Aotrou, war gémen̄t dén diskian̄t a ziouganô, hag hé lakaad er c’héfiou hag er vâc’h. 2P 7 Pérâg éta bréma n’éc’h eûz két tamallet Jérémias eûz a Anatot, péhini a ziougan d’é-hoc’h.

27

28Ha péhini ouc’h-penn en deûz kaset étrézég enn-omp da Vabilon, ô lavarout: Pell é padô; savit tiez, ha choumit enn-hô; plan̄tit liorsou, ha débrit ar frouez anézhô.

29Sofonias, ar bélek, a lennaz éta al lizer-zé dirâk Jérémias, ar profed:

30Neûzé é teûaz gér ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout:

31Kâs étrézég ann holl zizougadur, ô lavarout: Ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn Sémétas, ann Néhelamitad: O véza ma en deûz diouganet Séméias d’é-hoc’h, ha n’em bôa két hé gaset; ha ma en deûz hô lékéat da fisiout er gévier,

32Râk-sé ével henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a emwélô Séméias, ann Néhélamitad, hag hé wenn; na azézô hini eûz hé dûd é-kreiz ar bobl-man̄, ha na wélô két ar mâd a rinn d’am pobl, émé ann Aotrou, ô véza ma en deûz lavaret traou gaou a-éneb ann Aotrou. ———— XXX. PENNAD Distrô eûz a Israel hag eûz a Juda.

← Levr Yirmia 27Read In The App, Free →Levr Yirmia 29 →

Study Levr Yirmia 28

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152