The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 41

1Chétu pétrâ a c’hoarvézaz, goudé m’en dôé peur-gomzet Jérémias oud ar bobl, ha m’en dôé rôet da anaout d’ézhô ann holl c’hériou évit péré en dôa ann Aotrou, hô Doué, hé gaset étrézég enn-hô:

2Azarias, mâb Osaias, ha Johanan, mâb Karée, hag ann holl dûd rôk, a lavaraz da Jérémias: Gévier a lévérez; ann Aotrou, hon Doué, n’en deûz két da gaset évit lavarout d’ é-omp: N’az éot két d’ann Éjipt évit choûm énô.

3Hôgen Baruc’h, mâb Nérias, eo a gen̄traou ac’hanod enn hon énep; évid hol lakaad étré daouarn ar C’haldéed, lakaad hol laza, pé hon dizougen da Vabilon.

4Ha Johanan, mâb Karéé, hag holl brin̄sed ar vrézélidi, hag ann holl bobl, na zélaouchon̄t két mouéz ann Aotrou, évit ma choumchen̄t é brô Juda.

5Hôgen Johanan, mâb Karée, hag holl brin̄sed ar vrézélidi, a géméraz gan̄t-hô ann holl dûd eûz a Juda, a oa distrôet eûz ann holl vrôadou é-touez péré é oan̄t bét skiñet ken̄t, évit ma choumchent é brô Juda.

6Ar goazed, hag ar merc’hed, hag ar vugalé, ha merc’hed ar roué, hag ar ré holl a oa bét lézet gan̄t Nabuzardan, prin̄s armé ar C’haldéed, gan̄t Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, ha Jérémias ar profed, ha Baruc’h, mâb Nérias.

7Hag hî a iéaz é bro ann Éjipt, ô véza n’hô dôa két sen̄tet out mouéz ann Aotrou; hag é teûjon̄t bété Tafnis.

8Ha gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias é Tafnis, ô lavarout:

9Kémer mein brâz enn da zourn, ha kûz-hi er wareg a zô dindân ar vôger brikennou oud dôr Faraon é Tafnis, dirâk tûd Juda;

10Hag é liviri d’ézhô: Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a gasô hag a gémérô Nabukodonosor, roué Babilon, va zervicher; hag é likiinn hé dron war ar vein-zé em eûz kuzet; hag hen̄ a ziazézô kador hé c’halloud war-n-ézhô.

11Don̄d a rai, hag é skôi war vrô ann Éjipt; gan̄d ar marô d’ar ré a zellez ar marô, gan̄d ar sklavérez d’ar ré a zellez ar sklavérez, gan̄d ar c’hlézé d’ar ré a zellez ar c’hlézé.

12Dévi a rai gan̄d ann tân templou douéed ann Éjipt; hô leski a rai, hag é kasô ar ré-man̄ é sklavérez; en em wiska a rai gan̄t brô ann Éjipt, ével ma wisk eur méser hé van̄tel; hag é tistrôi ac’hanô é péoc’h.

13Brévi a rai skeûdennou tî ann héol, a zô é brô ann Éjipt; hag é tevô gnn̄d ann tan templou douéed ann Ejipt. ———— XLIV. PENNAD Jéremias a rébech hô idolatri d’ar Iuzévien a zô enn Éjipt.

← Levr Yirmia 40Read In The App, Free →Levr Yirmia 42 →

Study Levr Yirmia 41

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152