Levr Izaia 36
1Enn deisiou-zé Ézéc’hias a oé klan̄v ha daré da vervel; hag Isaias ar profed, mâb Amos, a iéaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Laka reiz enn da dî, râk té a varvô, ha na vévi mui.
2Hag Ézéc’hias a drôaz hé zaoulagad oud ar vôger, hag a bédaz ann Aotrou,
3O lavarout: Az pez koun, Aotrou, mé az péd, pénaoz em eûz kerzet dira-z-od er wirionez, ha gan̄d eur galoun c’houék, ha pénaoz em eûz gréat kémen̄d a zô mâd dirâk da zaoulagad. Hag Ézéc’hias a skuḻaz daélou druz.
4Hag ann Aotrou a gomzaz oud Isaias, ô lavarout:
5Kéa, ha lavar da Ézéc’hias: Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué David da dâd: Klévet em eûz da béden, ha gwélet em eûz da zaélou: pemzék vloaz a likiinn c’hoaz war da zeisiou.
6Da denna a rinn eûz a zaouarn roué ann Assiried; dieûbi a rinn ivé ar géar-zé, hag é warézinn anézhi.
7Hôgen hou-man̄ eo ann arouéz a rô ann Aotrou d’id pénaoz é sévénô ar gér en deûz rôet d’id.
8Lakaad a rinn skeûd ann héol, péhini a zô diskennet eûz a zék daez war gadran Ac’haz, da zistrei kémen̄d all war hé gîz. Hag ann héol a biñaz a-névez eûz a zék daez dré béré é oa diskennet.
9Skrîd Ézéc’hias, roué Juda, goudé ma oa bét klan̄v, ha ma oa bet paréet eûz hé glen̄ved.
10Lavaret em eûz: É-kreiz va deisiou éz ann étrézé dôriou ar béz: klasket em euz dilerc’h va bloavésiou.
11Lavaret em eûz: Na wélinn két ann Aotrou Doué é douar ar ré véô. Na wélinn mui dén é-touez ar ré a choum er béd.
12Va choumadur a zô éat ébiou; rodellet eo a zira-z-oun ével telt eur mesaer. Trouc’het eo va buez ével neûd ar gwiader; pa édô c’hoaz enn hé dérou, eo bét trouc’het; diouc’h ar min̄tin bétég ar pardaez am likii da von̄d-da-nétra.
13Bétég ar min̄tin é c’hédenn; râg ével eul léon en deûz brévet va holl eskern; diouc’h ar min̄tin bétég ar pardaez am likii da von̄d-da-nétra.
14Ével ar wennélien vihan é c’harminn, ével ar goulm éc’h hirvoudinn: skuizet eo bét va daoulagad ô sellout ouc’h-kréac’h. Aotrou, gwall c’hlac’haret ounn, respoun̄t évid-oun.
15Pétrâ a livirinn-mé, pé pétrâ a respoun̄tô d’in, pa eo hén̄ en deûz gréat kémen̄t-sé? Lakaad a rinn da dréménout dira-z-od holl vloavésiou va buez é c’houervder va éné.
16Aotrou, mar d-eo ével-sé é véveur, mar d-éma enn traou-zé buez va spéred; é kastizi ac’hanoun, hag é rôi ar vuez d’in.
17Ar c’houervded ar brasa a zô bét trôet é péoc’h; hôgen té éc’h eûz miret out va éné na vé kaset-da-nétra; taolet éc’h eûz adré da gein va holl béc’héjou.
18Râg ar béz na énorô két ac’hanod, hag ar marô n’az meûlô két: ar ré a ziskenn er poull na c’hedin̄t két da wirionez.
19Ar ré véô, ar ré véô eo a énorô ac’hanod, ével ma rann hiriô va-unan; ann tâd a rôi da anaout da wirionez d’hé vugalé.
20Aotrou, dieûb ac’hanoun, hag é kanimp hor c’hanaouennou é holl zeisiou hor buez é tî ann Aotrou.
21Hag Isaias a c’hourc’hémennaz ma vijé kéméret eul lôd brâz a fiez, ha ma vijen̄t lékéat é palastr war hé c’houli, évid hé baréa.
22Hag Ézéc’hias a lavaraz: Pétrâ a vézô da arwéz d’in ma piñinn da di ann Aotrou? ———— XXXIX. PENNAD. Ézéc’hias a ziskouéz hé den̄zoriou da gannaded roué Babilon.