The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 55

1Ann dén reiz a varv, ha dén na laka évez enn hé galoun. Ann dûd trugarézuz a zô tennet er-méaz, râk n’eûz dén a gémen̄t en défé poell; râg ann dén reiz a zô bet tennet er-méaz évit pellaad diouc’h ann drougiez.

2Ra zeûi ar péoc’h; ra c’hourvézô enn hé wélé ann hini en deûz baléet enn hen̄t éeun.

3Deûit aman̄, bugalé ann diouganérez, gwenn ann avoultrer hag ar c’hrék-fall.

4A biou hoc’h eûs-hu gréat goab? Diwar benn piou hoc’h eûs-hu digoret ho kénou, hag astennet hô téod? Ha n’oc’h-hu két bugalé ar gwall, gwenn ar gaou?

5C’houi péré a glask hô tizoan enn hô touéed dindân ann holl wéz déliaouuz, péré a lâz hô pugaligou er frouden, dindân ar réc’hier uc’hél?

6É mein ar froud éc’h eûz lékéat da fisian̄s; énô éma da lôd: braoued-kennig éc’h eûz skuḻet war-n-ézhô, sakrifisou éc’h eûz gréat d’ézhô; ha na zavô két a zroug enn-oun diwar-benn kémen̄t-sé?

7War eur ménez uc’hel-brâz éc’h eûz lékéat da wélé; hag oud piñet dî évit laza hostivou.

8Adré ann ôr, adré ar postou éc’h eûz lékéat da idolou; râg en em zizôlôet oud dira-z oun, hag éc’h eûz digéméret ann avoultrer; lédanéet eo da wélé gan-éz, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-hô: karet éc’h eûz hô gwélé, é péléac’h-bennâg ma éc’h eûz hé wélet.

9En em lardet oud évit plijoud d’ar roué, kalz louzou-c’houés-vâd éc’h eûz lékéat enn-drô d’id. Da gannaded éc’h eûz kaset pell, ha bétég ann ifern oud en em vuéléet.

10El lôd brâz eûz da hen̄chou oud bét skuizet; ha n’éc’h eûz két lavaret: Éhana a rinn: ar vuézégez éc’h eûz kavet gan̄d da zourn; râk-sé n’éc’h eûz két va fédet.

11Râk piou éc’h eûs-té bét aoun, évit béza lavaret gévier, évit béza va an̄kounac’héet, hép menna enn da galoun? O véza ma tavann, ha ma ounn ével pa na wélchenn két, éc’h eûz va an̄kounac’héet.

12Mé a embannô da reizded, ha da ôbériou na dalvézin̄t két d’id.

13Pa c’harmi, ra zeûi d’az dieûbi ar ré éc’h eûz strollet; hôgen ann avel hô skiñô holl, eur c’houézaden hô c’hasô-kuît. Hogen ann hini a laka hé fisian̄s enn-oun, en dévézô ann douar é digwéz, hag a biaouô va ménez san̄tel.

14Ha mé a lavarô: Grid eunn hen̄t, aozid ann hen̄t, en em dennit diwar ar raven̄t, tennid ar sparlou diwar hen̄t va fobl.

15Râg ével-henn é lavar ann Uc’hel-meûrbéd, ann Doué brâz péhini a choum er beûr-badélez, hag en deûz da hanô ar San̄t: El léac’h uc’hel-meûrbéd, el léac’h san̄tel é choumann, ha gan̄d ar spéred vuel ha keûziek; évit rei ar vuez d’ar spéred vuel, évit rei ar vuez d’ar galoun keûziek.

16Râk na strivinn két da-vikenn, ha na vuanékainn két bétég ann divez: râg ar spérédou a zô deûet er-méaz ac’hanoun, ha mé eo em euz gréat ann énéou.

17Enn abek d’hé fallagriez ha d’hé bizoni ounn buanékéet, hag em eûz skôet gan̄t-han̄: en em guzet ounn dira-z-han̄ em buanégez, hag hén̄ a zô éat ével eur ribler é hen̄t hé galoun.

18Hé hen̄chou em eûz gwélet, hag em eûz hé iac’héet; hé zigaset em eûz, hé fréalzet em eûz, hén̄ hag ar ré a wélé diwar hé benn.

19Krouet em eûz ar péoc’h, frouez va muzellou, ar péoc’h d’ann hini a zô pell, ha d’ann hini a zô tôst, émé ann Aotrou, hag em eûz hé iac’héet.

20Hôgen ar ré fallagr a zô ével eur môr diboell, péhini na hell két sioulaat, hag a léd hé goummou leun a éon hag a fan̄k.

21N’eûz kéd a béoc’h évid ar ré fallagr, émé ann Aotrou Doué. ———— LVIII. PENNAD. Ann ôberiou a drugarez eo réd da zévéni.

← Levr Izaia 54Read In The App, Free →Levr Izaia 56 →

Study Levr Izaia 55

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566