The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 38

1Dic’hlac’harit, dic’hlac’harit, va fobl, émé hô Toué.

2Komzit out kaloun Jéruzalem, ha livirit d’ézhi pénaoz eo leûn hé drougiez, ha distaolet hé fallagriez diwar-n-ézhi; ha pénaoz é deûz digéméret eûz a zourn ann Aotrou diou wéach kémen̄d all évid hé féc’héjon.

3Mouéz ann hini a lén̄v enn distrô: Aozit hen̄d ann Aotrou; grit ma vézô éeun gwén̄odennou hon Doué enn distrô.

4Pép traon̄ien a vézô uc’héléet, ha pép ménez a vézô izéléet; ar péz a zô gwâr a vézo éeunet; hag ann hen̄chou garô a vézô kompézet.

5Gloar ann Aotrou en em ziskouézô, ha pép kîg a wélô ivé pénaoz eo génou ann Aotrou en deûz komzet.

6Eur vouéz é deûz lavaret: Garm. Ha mé ém eûz lavaret: Pétrâ a c’harminn-mé? Pép kîk a zô géot, ha pép gloar ével bleun̄ ar parkou.

7Gwévet eo ar géot, hag ar bleûn̄ a zô kouézet, râk spéred ann Aotrou en deûz c’houézet war-n-ézhan̄. Evit-gwîr ar bobl a zô géot.

8Gwévet eo ar géot, hag ar bleûn̄ a zô kouézet; hôgen gér hon Aotrou a choum da-vikenn.

9Piñ war eur ménez uc’hel, té péhini a brézég ann aviel da Zion. Sâv da vouéz gan̄t ners, té péhini a brézég ann aviel da Jéruzalem; sâv-hi, ha n’az péz két a aoun. Lavar da gériou Juda: Chétu hô Toué:

10Chétu ann Aotrou Doué a zeûi enn hé c’halloud, hag hé vréac’h a drec’hô; chétu hé c’hôbr gan̄t-han̄, hag hé labour dira-z-han̄.

11Ével eur mésaer é kasô hé zén̄ved da beûri; gan̄t ners hé vréac’h é strollô hé ein, hag hén̄ hô savô oud hé askré hag a zougô ann dan̄vadézed leûn.

12Piou en deûz men̄tet ann douréier enn hé vôz, hag en deûz poézet ann én̄vou gan̄d hé balf? Piou en deûz dalc’het tolzen ann douar gan̄t tri biz, ha poézét ar ménésiou gan̄t poésiou, hag ar c’hrec’hiennou gan̄d eur valan̄s?

13Piou en deuz skoazellet spéred ann Aotrou? Pé piou a zô bét da alier d’ézhan̄, hag en deûz diskouézet eunn dra d’ézhan̄?

14Piou en deûz hé guzuliet, hag hé zesket, ha diskouézet d’ézhan̄ raven̄t ar reizded, ha desket d’ézhan̄ ar wiziégez, ha diskouézet d’ézhan̄ hen̄t ar furnez?

15Chétu ar brôadou a zô ével eur banné dour a gouéz euz ar zâḻ, hag ével eur c’hreunennik enn eur valan̄s; chétu ann énézi a zô ével eur boultrennik.

16Hag al Liban na vézô két a-walc’h évit lakaad ann tân, hag hé lôéned na vézin̄t két a-walc’h évid ôber eur sakrifiz.

17Ann holl vrôadou a zô dira-z-han̄ ével pa na ven̄t két, hag hén̄ a zell anézho ével nétrâ, ével ar goullô.

18Out piou éta é réot-hu Doué hén̄vel? Ha pé skeûden a zavot-hu d’ézhan̄.

19Ar gôf hag hén̄ na rai két d’ézhan̄ eur skeûden deûz? Ann orféber-aour hag hén̄ n’hen doaréô két enn aour, hag ann orféber arc’han̄t é taolennou arc’han̄t?

20Ar méchérour fûr a zilenn eur c’hoat kré ha divreinuz; lakaad a râ hé skeûden enn hévélep doaré na horellô két.

21Ha n’hoc’h eûs-hu két gwézet? Ha n’hoc’h eûs-hu két klévet? Ha n’eo két bét rôed da anaoud d’é-hoc’h adaleg ar penn-ken̄ta? Ha n’hoc’h eûs-hu két poellet pénaoz eo bét diazézet ann douar?

22Hén̄ eo a azez war voul ann douar, hag a zell ével kiḻeien-raden ar ré a choum war-n-ézhan̄; hén̄ eo en deûz lédet ann én̄vou ével nétrâ, hag en deûz hô steñet ével eunn telt évit choum dindan-han̄.

23Hén̄ eo a gâs-da-nétra ar ré a en̄klask ann traou kuzet, hag a laka da nétrâ barnérien ann douar.

24Hag ivé hô c’héf né két bét plan̄tet, né két bét hadet, n’en deûz két taolet hé c’hrisiou enn douar; enn-eunn-taol en deûz c’houézet war-n-ézhô, hag hî a zô bét dizec’het, hag eur gourven̄ten é deûz hé skiñet ével kôlô.

25Out piou hoc’h eûs-hu va hévélébékéet, ha va c’heidet, émé ar san̄t?

26Savit hô taoulagad d’ann néac’h, hag arvestit piou en deûz krouet ann traou-zé; hag a gâs hô armé enn hen̄t dré niver, hag hô galv holl dré hô hanô, hép ma choum hini war-lerc’h, ker brâz eo hé veûrded, hé ners, hag hé c’halloud.

27Pérâg é lévérez, ô Jakob, pérâg é lévérez, ô Israel: Kuzet eo va hen̄t ouz ann Aotrou, ha va barn a ia ébiou d’am Doué?

28Ha na ouzoud-dé két, ha n’éc’h eûs-té ket klévet pénaoz Doué eo ann Aotrou peûr-baduz, péhini en deûz krouet harzou ann douar; péhini na skuîz két, na labour két, ha na rô két da anaout hé furnez?

29Hén eo a rô ners d’ar ré skuîz; hag hén̄ eo a gresk ann ners hag ar c’hréfder d’ar ré a zô gwân.

30Ann dûd-iaouan̄k a skuîz, hag a falla; ar baotred-iaouan̄k a zeû da fata.

31Hôgen ar ré a laka hô géd enn Aotrou, a névézô hô ners, hag a gémérô diou-askel ével ann er; hî a rédô, ha na skuizin̄t két; hî a gerzô, ha na fallain̄t két. ———— XLI. PENNAD. Dieûb Israel. Disman̄tr Babilon.

← Levr Izaia 37Read In The App, Free →Levr Izaia 39 →

Study Levr Izaia 38

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566