The Bible Software
Levr Izaia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Izaia 24

1Aotrou, va Doué oud; da énori a rinn, hag é veûlinn da hanô; ô véza ma éc’h euz gréat burzudou, ha ma eo gwir da vénosiou peûr-baduz. Amen.

2Râg enn eur bern-mein éc’h eûz lékéat ar géar; disman̄tret eo ar géar gré; ann diavésidi a zô deûet da choum enn-hi, évit ma éhanô da véza kéar, ha na vézô bikenn assavet.

3Râk-sé eur bobl kré a veûlô ac’hanod, kéar ar brôadou heûzuz a zoujô ac’hanod,

4O véza ma oud deûet da ners ar paour, ners ann dén an̄kéniet enn hé c’hlac’har; hé zigémer enn arné, hé zishéol er c’hrouéz: râg gwen̄t ar ré c’halloudek a zô ével eunn arné en em daol oud eur voger.

5Ével ar c’hrouéz enn eul léac’h séac’h, é vuéli safar ann diavésidi: lakaad a ri da zizec’ha nested ar ré gré, ével gan̄d ar c’hrouéz dindan eunn amzer gôlôet a c’hoabr.

6Hag Aotrou ann arméou a aozô d’ann holl boblou war ar ménez-zé, eur banvez lard, eur banvez gwîn, a gîk leûn a zûn hag a vel, a wîn c’houék ha dilec’hid.

7Hag hén̄ a dorrô war ar ménez-zé ar chaden a éréé ann holl boblou, hag al lien a oa bét steûet enn-drô d’ann holl vrôadou.

8Loun̄ka a rai ar marô da-vikenn: hag ann Aotrou roué a zec’hô ann daérou enn daoulagad holl, hag hén̄ a lamô diwar c’horré ann douar dismégan̄s hé bobl; râg ann Aotrou eo en deûz hé lavaret.

9Hag hé bobl a lavaro enn deiz-zé: Chétu hen-nez eo hon Doué; hé c’hortozet hon eûz, hag é tieûbô ac’hanomp. Hén̄ eo ann Aotrou; hé c’hortozet hon eûz; tridet hon eûz, hag omb en em laouénéet enn hé zilvidigez.

10Râk dourn ann Aotrou a arzaoô war ar ménez-zé; ha Moab a vézô brévet dindan-han̄, ével ma eo brévet ar c’hôlô dindân ar c’harr.

11Hag hén̄ a astennô hé zaouarn dindan-han̄ ével ma astenn ann neûn̄ier hé zaouarn évit neûn̄i; hag ann Aotrou a vuélô hé valc’hder, oc’h hé vrévi étré hé zaouarn.

12Hag hén̄ a zispennô da vuriou uc’hel, hag hô diskarô, hag hô zaolô d’ann douar ével poultr. ———— XXVI. PENNAD. Kanaouen diwar-benn dieûb pobl Juda.

← Levr Izaia 23Read In The App, Free →Levr Izaia 25 →

Study Levr Izaia 24

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566