Levr Izaia 39
1Ra davô dira-z-oun ann énézi, ra névézô ar brôadou hô ners; ra dôstain̄t, ha ra gômzin̄t; déomp kévret d’ar varn.
2Piou en deûz lékéat ann dén reiz da zével eûz ar sâv-héol, hag hé c’halvet da von̄t war hé lerc’h? Lékéat en deûz ar brôadou da bléga dira-z-han̄, hag ar rouéed en deûz lékéat dindân hé véli; hô lakaad a rai da bléga dindân hé glézé ével poultr; hô lakaad a rai da déc’hout dirag hé warek ével ar c’hôlô a ia gan̄d ann avel.
3Mon̄d a rai war hô lerc’h, é péoc’h é tréménô, ha na vézô két gwélet roudou hé dreid.
4Piou en deûz doaréet ha gréat kémen̄t-sé, ha galvet ar brôadou adaleg ar penn-ken̄ta? Mé eo ann Aotrou, me eo ar c’hen̄ta hag ann divéza.
5Ann énézi hô deûz gwélet, hag a zô bét spoun̄tet; harzou ann douar a zô bét saouzanet; tôstéet eo ar boblou, en em strollet in̄t.
6Pép-hini a gen-nerzô hé nésa, hag a lavarô d’hé vreûr: Kréva.
7Néb a labour gan̄d ann arem a skô gan̄d ar morzol, hag a framm goudé-zé, hag a lavar: Frammet-mâd é vézô; neûzé é starta gan̄t tachou évit na horellô két.
8Hôgen té, Israel, va servicher, té, Jakob, péhini em eûz dilennet, gwenn Abraham va miñoun;
9Té péhini em eûz kéméret eûz a benn ann douar, hag em eûz galvet eûz a eur vrô bell, ha da béhini em eûz lavaret: Va zervicher oud; da zilennet em eûz, ha n’em eûz két da zilézet.
10N’az péz két a aoun, râg ganéz émounn; na zistrô két eûz da hen̄t, râk mé eo da Zoué; da grévéet em eûz, da gen-nerzet em eûz; ha dourn va dén-reiz en deûz da zigéméret.
11Chétu é vézô mézékéet ha lékéat da rusia, ar ré holl péré a stourmé ouz-id. Ar ré a énébé ouz-id, a zeûi-da-gét, hag a vézô dispennet.
12Klaskout a rî ar ré a zô en em zavet enn da énep (T), ha n’hô c’havi két: ar ré a vrézélékai ouz-id, a zeûi-da-gét ha da-nétrâ.
13Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, a gémer da zourn, hag a lavar d’id: N’az péz kéd a aoun, râk da skoazellet em eûz.
14N’az péz kéd a aoun, prév Jakob, na té, Israel, a zô ével maro: mé eo em eûz da gen-nerzet, émé ann Aotrou, ha san̄t Israel eo da zaspréner.
15Da lakaad a rinn da véza ével eur c’harr névez évit mac’ha ann éd, gan̄t bégou ha den̄t houarn; mac’ha ha brévi a ri ar ménésiou; hag é poultr é likii ar c’hrec’hiennou.
16Hô niza a rî, hag ann avel hô c’hasô gan̄t-han̄, hag ar gouven̄ten hô skiñô; hôgen té a drido enn Aotrou, té en em laouénai é san̄t Israel.
17Ann dûd diének hag ar ré baour a glask dour, ha na gavont két; hô zéôd a zizec’h gan̄d ar sec’hed. Hôgen mé eo ann Aotrou, hag é klevinn out-hô; mé eo Doué Israel, ha n’hô dilézinn két.
18Lakaad a rinn stériou da zével war lein ar c’hrec’hiennou, ha feun̄teûniou é-kreiz ar mésiou; trei a rinn ann distrô é lennou dour, hag ann douar dihen̄t é gouériou réd.
19Lakaad a rinn da greski enn distrô ar sedr, ar spern, ar mirt, hag ann olivézen. Lakaad a rinn da zével kévret enn distrô ar sapr, ann évlec’h, hag ar beûz;
20Évit ma wélin̄t, ha ma wézin̄t, ha ma vennin̄t, ha ma poellin̄t pénaoz dourn ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-sé, ha san̄t Israel en deûz hé grouet.
21Deûit da lavaroud hô preûd, émé ann Aotrou; ma hoc’h eûz eunn dra gré-bennâg, digasit-hén̄, émé roué Jakob.
22Deûen̄t, ha diouganen̄t d’é-omp ar péz a dlé da c’hoarvézout; rôit da anaout ann traou ken̄t; nî a lakai évez a-galoun-vâd oud hô stâd divéza, ha c’houi a rôi da anaout d’é-omp ar péz a dlé da c’hoarvézout.
23Diouganit d’é-omp ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzer da zon̄t, évit ma wézimp pénaoz oc’h douéed; grîd ivé mâd pé zrouk mar gellit, ha nî a gomzô, hag a wélô kévret.
24Chétu c’houi a zô deûet eûz a nétrâ, hag hoc’h ôber a zeu eûz ar péz n’eo két; ar fallagriez eo é deûz hô tilennet.
25Hé lékéat em eûz da zével eûz ann han̄ter-nôz, hag hén̄ a zeui eûz ar sâv-héol; gervel a rai va hanô, hag é sellô ar ré vrâz ével prî; hag hén̄ hô mac’hô ével ma eo mac’het ar prî gan̄d ar pôder.
26Piou en deuz diouganet kémen̄t-sé d’é-omp adaleg ar penn-ken̄ta, évit ma her gwézimp, hag adaleg ann derou évit ma livirimp: Reiz oud? N’euz hini ac’hanoc’h a gémen̄t a rô da anaout ann traou deûet pé da zon̄t; n’eûz dén en défé hô klevet.
27Hén̄ eo a lavarô da-gen̄ta da Zion: Chétu hî; ha mé a rôi eunn aviéler da Jéruzalem.
28Ha mé em euz sellet, ha n’em eûz kavet hini enn hô zouez a gémen̄t en défé poell, nag a respoun̄tché eur gér.
29Chétu hî holl a zô fallagr, ha didalvez hô ôberiou; hô skeûdennou n’in̄t néméd avel ha goullô. ———— XLII. PENNAD. Eurusded ar boblou dindan rén salver Israel.