Levr Izaia 62
1A-ioul é rogfez ann én̄vou, hag é tiskennfez; ar ménésiou a zinaoufé dira-z-od.
2Teûzi a rajen̄t ével war eunn tân grisiaz; ann douréier a zeûjé ével tân, évit ma vijé brudet da hanô é-touez da énébourien, ha ma krénché ar brôadou dira-z-od.
3Pa rî da vurzudou, na hellimp két hô gouzan̄vi; diskennet oud, hag ar ménesiou a zô bét dinaouet dira-z-od.
4Adaleg ar penn-ken̄ta ann dûd n’hô deûz két klevet, ar skouarn n’é deûz két sélaouet, al lagad n’en deûz két gwélet, néméd-od, ô Doué, ar péz éc’h eûz aozet évid ar ré a c’hortoz ac’hanod.
5Diambrouget éc’h eûz ar ré a oa el lévénez, hag a zévéné ar reizded; enn da hen̄chou, hi hô dévézô koun ac’hanod. Chétu té a zô savet droug enn-od, ô véza ma hon eûz péc’het; er péc’hed omb bét bépréd, hôgen salvet é vézimp.
6Ha nî holl a zô deûet ével eunn dén dic’hlan, hag hon holl reizdédou a zô hén̄vel out lien ar misiou; hag ével ann délien omp kouézet holl, hag hor fallagriézou hô deuz hor c’haset gan̄t-hô ével eunn avel.
7N’eûz dén a gément a c’halvché da hanô, a zavché hag en em stagfé ouz-id. Kuzet éc’h eûz da zremm ouz-omp, hag éc’h eûz hor brévet enn-abek d’hor fallagriez.
8Hôgen bréma, Aotrou, té eo hon tâd, ha nî n’omp némét prî: té eo éc’h eûz hor gréat, ha labour da zaouarn omb holl:
9Na zavet két eunn drouk brâz enn-od, Aotrou, ha n’az péz mui a goun eûz hor fallagriez; sell ouz-omp, da bobl omb holl.
10Kéar da zan̄t a zô deûet ével eunn distrô; Sion a zô didûd, Jéruzalem a zô glac’haret.
11Tî hor san̄télédigez, hag hor gloar, é péhini hô deûz da veûlet hon tadou, a zô bét dévet gan̄d ann tân, hag hon holl draou kaer a zô bét dispennet.
12Goudé-zé, Aotrou, ha té en em zalc’hô c’hoaz? Ha té a davô, hag a c’hlac’harô ac’hanomp gan̄d diboell? ———— LXV. PENNAD. Galvidigez ar Jen̄tiled. Dilerc’h ar Iuzevien miret.