Levr Izaia 48
1Ével-henn é lavar ann Aotrou: Pétrâ eo ar skrid-rann-zé, gan̄t péhini em euz kaset-kuît da vamm? Pé piou eo ar c’hrédour-zé d’in da béhini em eûz hô kwerzet? Chétu enn abek d’hô fallagriézou oc’h bét gwerzet, hag enn abek d’hô kwallou em eûz kaset-kuît hô mamm.
2Râk deûet ounn, ha na va dén; galvet em eûz, ha dén n’en deûz va c’hlevet. Ha berréet, ha bihanéet eo va dourn, évit na helfenn mui hô taspréna? Ha n’em eûz mui ann ners d’hô tieûbi? Chétu gan̄t va gourdrouz é likiinn ar môr da véza hesk, hag é tizec’hinn ar steriou; ar pesked a vreinô hép dour hag a varvô gan̄d ar sec’hed.
3A dévalien é wiskinn ann én̄vou, hag ével eûz a eur sac’h é c’hôlôinn anézhô.
4Ann Aotrou en deûz rôet d’id eunn téôd gwiziek, évit ma hellinn harpa gan̄d ar gér ann hini a zô skuîz, diouc’h ar min̄tin é sâv ac’hanoun, diouc’h ar min̄tin é sâv va skouarn, évit ma sélaouinn anézhan̄ ével eur mestr.
5Ann Aotrou Doué en deûz digoret va skouarn, ha n’em eûz két énébet outhan̄; n’ounn két bét éat war va c’hîz.
6Va c’horf em eûz rôet d’ar ré a skôé gan-én̄, ha va divoc’h d’ar ré a zaché war va barô; n’em eûz két distrôet va daoulagad dioud ar ré a gunuc’hé ac’hanoun, hag a skôpé ouz-in.
7Ann Aotrou Doué eo va skoazeller; râk-sé n’ounn két bét mézékéet; rôet em euz va dremm ével eur méan ar c’haléta, hag é ouzonn pénaoz na vézinn két mézékéet.
8Tôst eo ann hini a zidamall ac’hanoun, piou a énébo ouz-in? Kerzomp kévret, piou eo va énébour? Ra dôstai ouz-in.
9Chétu ann Aotrou Doué a zô da skoazeller d’in: piou a damallô ac’hanoun? Chétu hî holl a vreinô ével diḻad; gan̄d ann tartouz é vézin̄t débret.
10Piou ac’hanoc’h a zouj ann Aotrou, hag a zélaou mouéz hé zervicher? Ann hini a valé enn dévalien, ha n’en deûz két a c’houlou, ra lakai hé c’héd é hanô ann Aotrou, ha r’en em harpô war hé Zoué.
11Chétu c’houi holl hoc’h eûz c’houézet tân, hoc’h eûz lékéat flammou da zével enn-drô d’é-hoc’h; baleit é goulou hô tân, hag er flammou hoc’h eûz lékéat da zével; gan̄t va dourn eo bét gréat kémen̄t-sé d’é-hoc’h; enn hô klac’hariou é kouskot. ———— LI. PENNAD. Jéruzalem dic’hlac’haret.