Levr ar Salmoù 104
1Va éné, bennig ann Aotrou: Aotrou va Doué, diskouézet éc’h eûz da veûrded enn eunn doaré skéduz. Ar c’hloar hag al lufr éc’h eûz lékéat war da drô:
2Gwisket éc’h eûz ar goulou é doaré eur zaé. Té a léd ann én̄v é doaré eur c’hroc’hen.
3Té eo a c’hôlô gan̄d douréier ar penn uc’héla anézhan̄. Té eo a bîñ war ar c’hoabr hag a valé war askellou ann avel.
4Té eo a laka ann avélou da élez d’id, hag ann tân flamm da vinistred d’id.
5Té eo éc’h eûz diazézet ann douar war hé starder hé-unan; ha na vézô bikenn diskaret.
6Al loun̄k a ra ann drô d’ézhan̄ ével eur gwisk; ann douréier a zâv dreist ar ménésiou.
7Gan̄d da c’hourdrouz é tec’hon̄t; gan̄t mouéz da gurun in̄t spoun̄tet.
8Piña a réon̄t ével ménésiou, diskenni a réon̄t ével traon̄iennou, el léac’h éch eûz aozet évit-hô.
9Harzou éc’h eûz lékéat, ha n’az ain̄t két ébiou; ha na zistrôin̄t két da c’hôlei ann douar.
10Té eo a gâs ar feun̄teûniou enn traon̄iennou; hag hô laka da rédek é-krerz ar ménésiou.
11Holl loénéd ar ménésiou a év anézhô; ann azéned c’houéz a c’hoan̄ta anézhô pa hô deûz séc’hed.
12Evned ann én̄v a choum a-ziouc’h d’ézhô; hô mouéz a gleveur é-krerz ar rec’hier.
13Doura a réz ar ménésiou gan̄d ann douréier a zô a-ûz; ann douar a vézô gwalc’het gan̄t frouez da ôberiou.
14Lakaad a réz da zével ar géot évid al loéned, hag al louzou évit servich ann dûd; lakaad a réz ar bara da zével eûz ann douar.
15Hag ar gwîn péhini a laouéna kaloun ann dén; hag ann éôl a ziroufenn hé dal, hag ar bara a gréva hé galoun.
16Gwéz ar mésiou hô dévézô hô gwalc’h, hag ivé gwéz-sedr al Liban a zô bét plan̄tet gan̄d ann Aotrou.
17Énô eo é rai al laboused hô neisiou. Ar c’hen̄ta anézhô eo ti ar gerc’heiz.
18Er ménésiou uc’hel é choum ar c’hirvi; hag er rec’hier ann heûreûchined.
19Gréat en deûz al loar évit merka ann amzeriou; ann héol a anavez ann amzer ma tlé mon̄t da guzet (T).
20Ann dévalien éc’h eûz gréat, hag eo deûet ann nôz; a-zoug ann nôz eo é trémen loéned ar c’hoat.
21A1 loénédigou a iûd war-lerc’h hô freiz, hag a glask ar boéd a zô aozet gan̄d Doué évit-hô.
22Pa zâv ann héol en em strollon̄t, hag éz éon̄t da c’hourvéza enn ho zoullou.
23Neûzé ann dén a ia er-méaz; hag é labour bétég ar pardaez.
24Péger brâz eo da ôberiou, ô Aotrou! Gan̄t furnez éc’h eûz gréat pép-trâ; leûn eo ann douar eûz da vadou.
25Péger brâz ha pégen éc’hon eo ar môr; énô éz eûz eunn niver brâz a besked, anévaled bihan hag anévaled brâz.
26Énô é trémen al listri; énô éma al loen diven̄t éc’h eûz gréat évit c’hoari enn-han̄.
27Holl é c’hédon̄t ma rôi d’ézhô ar boéd enn hé amzer.
28Pa hé rôez d’ézhô, é tastumon̄t anézhan̄; pa zigorez da zourn, éz in̄t leûn gan̄d da vadélez.
29Hôgen mar tistrôez da zaoulagad diout-hô, é vézin̄t reûstlet; ar c’houéz a lami diout-hô, hag é fatin̄t, hag é tistrôin̄t d’hô foultr.
30Da spéred a gasi, hag é vézin̄t krouet; hag é névézi gorré ann douar.
31Ra vézô lidet gloar ann Aotrou da-vikenn; ann Aotrou en em laouénai enn hé ôberiou:
32Hén̄ péhini a zell oud ann douar, hag hé laka da gréna: péhini a stok oud ar ménésiou, hag hô laka da vôgédi.
33Kana a rinn d’ann Aotrou en̄drâ ma vévinn; kana a rinn da Zoué war ar binviou en̄dra ma vézinn.
34Ra vézô hétuz d’ézhan̄ va lavar; évid-oun-mé en em laouénaat a rinn enn Aotrou.
35Ra vézô lamet ar béc’berien hag ar ré fallagr, ha ma éhanin̄t da véza. Va éné, bennig ann Aotrou. ———— CIV. PSALM. Alléluia.