Levr ar Salmoù 116
1Holl vrôadou, meûlit ann Aotrou; holl boblou, meûlit anézhan̄.
2Râg hé drugarez a zô bét startéet war-n-omp; ha gwirionez ann Aotrou a bâd bépréd. ———— CXVII. PSALM. Alléluia. 1 Meûlit aon Aotrou ô véza ma eo mâd; ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez. 2 Ra lavarô bréma Israel pénaoz eo mâd; pénaoz eo peûr-baduz hé drugarez.
3Ra lavarô bréma tî Aaron pénaoz eo peûr-baduz hé drugarez.
4Ra lavarô bréma ar ré a zouj ann Aotrou: Pénaoz eo peûr-baduz hé drugarez.
5Eûz a greiz ann en̄krez em eûz galvet ann Aotrou; hag ann Aotrou en deûz sélaouet ouz-in, ha va lékéat enn éc’hon.
6Ann Aotrou a zô va skoazel; n’am bézô két a aoun râg ar péz a hellô ann dûd da ôber d’in.
7Ann Aotrou a zô va skoazel; ha mé a zisprizô va énébourien.
8Gwell eo lakaad hé fisian̄s enn Aotrou, égét lakaad hé fisian̄s enn dén.
9Gwell eo lakaad hé c’héd enn Aotrou, égét lakaad hé c’héd er brin̄sed.
10Ann holl vrôadou hô deûz va grounnet, hôgen é hanô ann Aotrou ounn en em ven̄jet.
11Ann drô d’in hô deûz gréat; hag é hanô ann Aotrou ounn en em ven̄jet.
12Ann drô d’in hô deûz gréat ével gwénan, hag en̄tanet in̄t ével tân enn drein; hag é hanô ann Aotrou ounn en em ven̄jet.
13Boun̄tet ha divoun̄tet ounn bét, ha daré da gouéza; hag ann Aotrou en deûz va c’hen-nerzet.
14Va nerz ha va meûleûdi eo ann Aotrou; deûet eo da véza va zilvidigez (T).
15Mouéz ann tridérez hag ar zilvidigez a gleveur é teltou ann dûd reiz.
16Dourn déou ann Aotrou en deûz gréat nerz; dourn déou ann Aotrou en deûz va gorréet, dourn déou ann Aotrou en deûz gréat ners.
17Na varvinn két, hôgen béva a rinn; hag é tanévellinn ôberiou ann Aotrou.
18Va gwall gastizet en deûz ann Aotrou; hôgen n’en deûz két va rôet d’ar marô.
19Digorit d’in persier ar reizded, m’az inn ébarz, ha ma veûlinn ann Aotrou.
20Hé-man̄ eo pors ann Aotrou; ar ré reiz a iélô ébarz.
21Da veûli a rinn ô véza ma éc’h eûz sélaouet ouz-in; ha ma oud deûet da véza va zilvidigez.
22Ar méan hô deûz distolet ann ôbérourien-tiez, a zô bét lékéat é penn ar c’horn.
23Gan̄d ann Aotrou eo bét gréat kémen̄t-sé, hag eunn dra eo hag a zô souézuz d’hon daoulagad.
24Hé-man̄ eo ann deiz en deûz gréat ann Aotrou; tridomp, hag en em laouénaomp enn-han̄.
25O Aotrou, dieûb ac’hanoun, ô Aotrou, laka da zon̄d da vâd.
26Benniget ra vézô ann hini a zeû é hanô ann Aotrou. Hô penniga a réomp eûz a dî ann Aotrou.
27Doué eo ann Aotrou, hag hén̄ en deûz hor goulaouet. Likid ann deiz-zé da véza liduz, ô lakaat skourrou bété korn ann aoter.
28Va Doué oud, hag é veûlinn ac’hanod; va Doué oud, hag é uc’hélainn ac’hanod. Da veûli a rinn ô véza ma éc’h eûz sélaouet ouz-in; ha ma oud deûet da véza va zilvidigez.
29Meûlit ann Aotrou ô véza ma eo mâd; ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez. ———— CXVIII. PSALM. Alléluia. aleph.