Levr ar Salmoù 136
1Aotrou, garmet em eûz étrézég enn-od, sélaou ouz-in: laka évez out va mouéz, pa c’harminn étrézég enn-od.
2Ra zavô va féden ével ézan̄s étrézég enn-od; hag ar sâv eûz va daouarn ével sakrifiz ar pardaez.
3Laka eur gward, ô Aotrou, out va génou; hag eunn ôr trô-war-drô d’am muzellou.
4Na laka két va c’haloun da drei out gériou drouk, évit klask digarésiou d’am péc’héjou, ével ma râ ar ré fallagr; ha na gémérinn két va lôd enn hô dudiou.
5Ra damallô ann dén reiz ac’hanoun gan̄t trugarez, ha ra gastizô ac’hanoun; na vézet két lardet va fenn gan̄d éôl ar péc’her. Râk lakaad a rinn va féden a-éneb hô ioulou.
6Hô barnerien a zô bét taolet ha brévet oud ar méan; hî a zélaouô va geriou, ô véza ma in̄t galloudek.
7Ével ma teû eunn douar séac’h da véza torret ha diskaret war eunn douar all; hon eskern a zô bét brévet bétég er béz:
8Hôgen ô véza ma em eûz savet, Aotrou Doué, va daoulagad étrézég enn-od; ô véza ma em eûz lékéat va géd enn-od, na denni két va buez digan-én̄.
9Diwall ac’hanoun diouc’h ar spî hô deûz aozet d’in; ha diouc’h dismegan̄sou ar ré a râ fallagriez.
10Ar béc’herien a gouézô enn hô rouéjou hô-unan; ha mé a choumô va-unan, kén n’az inn ébiou. ———— CXLI. PSALM. Poell David pa édô er c’héô; péden.