Levr ar Salmoù 74
1Pérâg, ô Doué, éc’h eûz-té hon distolet da-vikenn? Hag ef-hi savet da frouden a-énep dén̄ved da beûri?
2Az péz koun eûz da strollad, éc’h eûz piaouet adaleg ar penn-ken̄ta; eûz a walen da zigwéz éc’h eûz dasprénet: ménez Sion, é péhini oud éat da choum.
3Saô da zaouarn évid diskara da-vikenn hô rogen̄tez; péger brâz eo ann droug hô deûz gréat er san̄tuar!
4Ar ré a gaséé ac’hanod a zô en em fougéet é-kreiz da lîd. Lékéad hô deûz hô baniérou da arouéz.
5Hag hép gouzout pétrâ a réan̄t, hô deûz hô savet war al lein ével war bérsier.
6Ével ma hô dévijé diskaret gwéz enn eur c’hoat a daoliou bouc’hal, hô deûz trouc’het hé zôriou a-unan; gan̄d ar vouc’hal ha gan̄d ar morzol hô deûz hé ziskaret.
7Lékéat hô deûz ann tân enn da zan̄tuar, hag hô deûz hé zévet; saotret hô deûz tabernakl da hanô, oc’h hé ziskara d’ann douar.
8En em unanet in̄t kévret, hag hô deûz lavaret enn hô c’haloun: Lékéomp da éhana holl zeisiou goél Doué war ann douar.
9Na wélomp két hon arwésiou, n’eûz mui a brofed, ha dén na anavézô mui ac’hanomp.
10Bété pégeit, ô Doué, é teûiô ann énébour d’az tamallout; hag héga a rai-hén̄ da hanô da-vikenn?
11Pérâg éc’h eûz-té tennet da zourn, hag é talc’hez da zourn déou bépréd enn da askré?
12Koulskoudé Doué péhini a zô hor roué, pell-brâz zô, en deûz hor savétéet é-kreiz ann douar.
13Té éc’h eûz startéet ar môr gan̄d da nerz; flastret éc’h eûz pennou ann aéréven̄t enn douréier.
14Té éc’h eûz flastret pennou ann aérouan̄t; hag éc’h eûz hé rôet da voéd da boblou ann Étiopia.
15Té éc’h eûz lékéat da zével feun̄teûniou ha froudou; té éc’h eûz dizéc’het ar steriou brâz.
16D’id eo ann deiz, ha d’id eo ann nôz; té éc’h eûz gréat goulou-deiz hag ann héol.
17Té éc’h eûz gréat holl harzou ann douar: té éc’h eûz gréat ann han̄v hag ann névez-amzer.
18Az péz koun eûz a gémen̄t-man̄, pénaoz ann énébour en deûz tamallet ann Aotrou, ha pénaoz eur bobl diskian̄t en deûz héget da hanô.
19Na rô két d’al loéned énéou ar ré a veûl ac’hanod, ha na an̄kounac’ha két da-vikenn énéou da béorien.
20Sell oud da gévrédigez; râg ar ré hô deûz kaset ann dévalien war ann douar, hô deûz karget hô ziez a fallagriez.
21Na vézet két gôlôet a véz ann hini a zô er vuélded; ar paour hag ann tavan̄tek a veûlô da hanô.
22Saô, ô Doué, barn da géfridi; az péz koun eûz ann tamallou a réeur d’id, eûz ar ré a ra d’id bemdez eur bobl diskian̄t.
23Na an̄kounac’ha két mouésiou da énébourien: balc’hder ar ré a gasa ac’hanod a zâv bépréd. ———— LXXIV. PSALM. Évid an divez, na zisman̄tr két; Psalm ha kanaouen Asaf.