The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 4

1Pa c’halvenn anézhan̄, Doué, va reiz, en deûz klévet ouz-in; pa oann er c’hlac’har, éc’h eûz va zennet a boan.

2Az péz truez ouz-in, ha sélaou out va féden.

3Bété pégeit, ô mipien ann dûd, é vézô pounner hô kaloun? Pérâg é karit-hu ar gwander, hag é klaskit-hu ar gévier?

4Gwézit pénaoz eo ann Aotrou en deûz skuḻet hé vurzudou war hé zan̄t; ann Aotrou a zélaouô ouz-in, p’am bézô garmet étrézég enn-han̄.

5Buanékait, ha na béc’hit két; hô pézet keûz enn hô kwéléou eûz ar péz hoc’h eûz lavaret enn hô kalonou.

6Kennigit eur sakrifiz a reiz, ha likid hô kéd enn Aotrou; liez hini a lavar: Piou a ziskouézô ar madou d’é-omp?

7Arwézet eo war-n-omp goulou da zremm, Aotrou; al lévénez éc’h eûz rôet d’am c’haloun.

8Kresket in̄t bét gan̄d hô frouez, gan̄d hô éd, gan̄d hô gwîn ha gan̄d hô éôl.

9Évid-oun-mé a c’hourvézô ivé é péoc’h, hag a gouskô,

10O véza, Aotrou, ma éc’h eûz va c’hrévéet dreist-holl er géd. ———— V. PSALM. Évid ann divez, évid ann hini a c’hounid ann digwéz. Psalm David.

← Levr ar Salmoù 3Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 5 →

Study Levr ar Salmoù 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150