Levr ar Salmoù 14
1Ann dén diskian̄t en deûz lavaret enn hé galoun: N’eûz kéd a Zoué. En em zaotret in̄t, hag argarzuz in̄t deûet da véza enn hô holl brédériou; n’eûz két a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd.
2Ann Aotrou en deûz sellet eûz ann én̄v ouc’h bugalé ann dûd, évit gwélout ma éz eûz unan-bennâg a zô digor hé spéred, pé a glask Doué.
3Eat in̄t holl diwar ann hen̄t mâd (T); didalvez in̄t deûed holl: n’eûz két a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd. Eur béz digor eo hô gargaden; hô zéôdou hô deûz gréat touellérézou; eur c’hon̄tam aspik a zô dindân hô muzellou. Hô génou a zô leûn a zrouk-péden hag a c’houervder; buan eo hô zreid évid skuḻa ar goâd. Mac’hérez ha reûz a zô enn hô hen̄chou; na anavézon̄t két hen̄t ar péoc’h; n’éma két doujan̄s Doué dirâg hô daoulagad.
4Ar ré holl péré a ra fallagriez, hag a loun̄k va fobl ével eunn tamm bara, ha na anavézin̄t két kémen̄t-sé?
5N’hô deûz két galvet ann Aotrou; krénet hô deûz enn eul léac’h é péhini né oa két a aoun da gaout,
6O véza ma éma ann Aotrou enn eur wenn reiz; direizet hoc’h eûz kuzul ann ézommek, ô véza ma éma hé c’héd enn Aotrou.
7Piou eûz a Zion a rôiô hé zilvidigez da Israel? Pa en dévézô ann Aotrou tennet hé bobl eûz ar sklavérez, Jakob a dridô, hag Israel en em laouénai. ———— XIV. PSALM. Psalm David.