Levr ar Salmoù 135
1Diwall ac’hanoun, ô Aotrou, diouc’h ann dén drouk; diwall ac’hanoun diouc’h ann dén direiz.
2Ar ré a venn fallagriézou enn hô c’haloun, a stourmé bemdez ouz-in.
3Lemmet hô deûz hô zéôdou ével hini ann aer; eûr c’hon̄tam aspik a zô dindân hô muzellou.
4Va mîr, Aotrou, dioc’h dourn ar péc’her; ha va dieûb eûz ar ré fallagr, péré hô deûz mennet va lakaad da gouéza.
5Ar ré rôk hô deûz kuzet eur spi d’in; eur roued hô deûz steñet er spî; lékéat hô deûz war-harz ann hen̄t péadrâ d’am lakaad da gouéza.
6Lavaret em eûz d’ann Aotrou: Té eo va Doué; sélaou, Aotrou, mouéz va féden.
7Aotrou, Aotrou, ners va zilvidigez; gwarézet eo va fenn gan-éz é deiz ar brézel.
8Na laka két ac’hanoun, Aotrou, étré daouarn ar péc’her hervez hé ioul: em énep hô deûz mennet; na zilez két ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûjen̄t da fougéa.
9Holl zroug hô zrôidellou, gwallou hô zéôdou a c’hôlôi anezhô.
10Glaou a gouézô war-n-ézhô, enn tân é taoli anézhô; na hellin̄t két herzel enn hô reûstlou.
11Ann dén lan̄ ch ennek n’az ai két da vâd war ann douar; kouéza a rai ann drougou war ann dén direiz pa vézô enn hé drémenvan.
12Mé a oar pénaoz ann Aotrou a vézô reiz é-kén̄ver ann dén glac’haret hag é ven̄jô ann dén paour.
13Koulskoudé ar ré reiz a veûlô-kaer da hanô; hag ar ré éeun a choumô dira-z-oud. ———— CXL. PSALM. Psalm David.