Levr ar Salmoù 3
1Aotrou, pérâg eo kresket ann niver eûz ar ré a heskin ac'hanoun? Kalz a zâv em énep.
2Liez hini a lavar d’am éné: N’eûz kéd a zilvidigez évit-han̄ a berz hé Zoué.
3Hôgen, Aotrou, té eo va gwarézer, ha va gloar; té eo a zâv va fenn.
4Gan̄t va mouéz em eûz garmet étrézég ann Aotrou; hag hén̄ en deûz klevet ouz-in eûz hé vénez san̄tel.
5Kousket ounn bét, môrédet ounn bét; ha savet ounn bét, ô véza m’en deûz ann Aotrou va digéméret.
6N’am bézô kéd a aoun râg al lôd brâz a boblou a zô war va zrô: sâv, Aotrou, savété ac’hanoun, ô va Doué.
7Râk té éc’h eûz skôet gan̄d ar ré holl a zavé em énep héb abek: den̄t ar béc’herien éc’h eûz brévet.
8Eûz ann Aotrou é teû ar zilvidigez; ra zeûi da vennoz war da bobl. ———— IV. PSALM. Évid ann divez, war ar c’hanaouennou. Psalm David.