The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 2

1Pérâg ar brôadou hô déûs-hi dispac’het, ha pérâg ar boblou ho deûs-hi mennet traou gwân?

2Rouéed ann douar a zô savet, hag ar brin̄sed a zo en em zastumet kévret a-éneb ann Aotrou, hag a-éneb hé Grist.

3Torromp hô éréou, ha taolomp hô géô pell diouz-omp, émé-z-hô.

4Ann hini a choum enn én̄vou a c’hoarzô diwar ho fenn; hag ann Aotrou a rai goab anézhô.

5Neûzé é komzô out-hô enn hê vuanégez, hag é reûstlô anézhô enn hé frouden.

6Hôgen mé a zô bét lékéat da rouê gant-han̄ war Zion, hé vénez san̄tel, évit rei da anaout hé gélennou.

7Ann Aotrou en deûz lavaret d'in; Va màb oud, té, hiriô em eûz da en̄géhen̄tet.

8Goulenn digan-én̄, hag é roinn d'id ar broadou da zigwéz, hag harzou ann douar da gers.

9Té a rénô anézhô gan̄d eur walen houarn, hag é vrévi anézhô ével eul léstr prî.

10Ha bréma, rouéed, digorit hô spéred (T); kémérit ken̄tel, c’houi péré a varn ann douar.

11Servichit ann Aotrou gan̄t doujan̄s; hag en em laouénait enn-han̄ enn eur gréna.

12Dalc'hit mad d’ar reiz, gan̄d aoun na zeûjé ann Aotrou da zével droug enn-han̄ (T), ha na vec’h tennet eûz ann hen̄t reiz.

13Rak pa zeûi, abarz némeûr, hé vuanégez d’en em en̄tana, euruz é vézo ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-han̄. ———— III. PSALM. Psalm David, pa déc'hé diouc'h Absalom, hé vâb.

← Levr ar Salmoù 1Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 3 →

Study Levr ar Salmoù 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150